Yann-Vari Penwern
Yann Jozef Pêr Mari Penwern[1] pe Pengwern[2], pe Yann-Vari Penwern ent-berr, a oa ur breutaer, ha goude barner, e Lannuon hag e lec'hioù all, en XIXvet kantved, hag a zastumas gwerzioù e Breizh.
Ganet e oa bet e Pariz d'ar 24 a viz Mezheven 1807 hag ober a reas e studi eil derez e Lannuon. Goude studioù war ar gwir e Pariz en teuas en-dro da Lannuon, m'en em ziazezas d'ober ar vicher breutaer. Dimeziñ a reas gant ur plac'h eus Taole, e Bro-Leon e 1838. Kregiñ a reas da zastum kanaouennoù-pobl war ar maez ha da glask skridoù brezhonek evel pezhioù-c'hoari. En em lakaat a reas ivez da genskrivañ gant tud evel Prosper Proux, Émile Souvestre, René Kerambrun. Betek 1853 e talc'has gant e enklaskoù. Er bloavezh-se e voe anvet da varner e Felger. Mervel a reas e 1856 e Taole, e bro e wreg.
An holl deulioù bet dastumet gantañ e vuhez-pad ne voent ket embannet gantañ avat. Embannet e voe e zastumad gwerzioù war e lerc'h, a-nebeudoù, gant tud evel Émile Ernault, Fañch an Uhel ha re all c'hoazh. En XXvet kantved e voe embannet lod eus ar gwerzioù gant Al Liamm ha gant Hor Yezh, en dastumad Gwerin. E 1983 e voe kendalc'het embann an dalc'had gwerzioù gant ar gevredigezh Dastum. Ne voe peurembannet an traoù nemet er bloavezhioù 1997 ha 1998 gant Hor Yezh.
Embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Dastumad Pennwern", dornskrid 89, eilskrivet gant Abeozen, Gwerin 4, 1963
- "Dastumad Pennwern", dornskrid 89, Gwerin 5, 1963
- "Dastumad Pennwern", dornskrid 90, Gwerin 6, 1963
- "Dastumad Penwern - Chants populaires bretons de la collection de Penguern (fin du manuscrit 90 et manuscrit 91). Dastum, 1983
- "Dastumad Pengwern", dornskrid 92, eilskrivet gant Claude Lanchec, Gwerin 8, Hor Yezh, 1997
- "Dastumad Pengwern", dornskrid 93, eilskrivet gant Claude Lanchec, Gwerin 9, Hor Yezh, 1997
- "Dastumad Pengwern", dornskrid 94, eilskrivet gant Claude Lanchec, Gwerin 10, Hor Yezh, 1998
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Marie de Penguern - Collecteur et collectionneur breton (1807-1856), embannet dindan renerezh N. Blanchard, Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK), Brest, 2008. Pennadoù a c'haller lenn enlinenn : Yves Coativy, « Jean-Marie de Penguern collectionneur », Nelly Blanchard, « Quelques collecteurs correspondants de Penguern », Fañch Postic, « L'affaire des manuscrits à la mort de Jean-Marie de Penguern », Daniel Giraudon, « Gwerz Sant Juluan. De la feuille volante à la tradition orale », Éva Guillorel, « L’enterrement de Marie René : une gwerz révélatrice des sensibilités religieuses dans la Basse-Bretagne du 18e siècle ? »
- De Penguern et les autres collecteurs
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, L. Raoul, Al Liamm, 1992
- ↑ "Dastumad Pengwern", Gwerin 8 (1997), Gwerin 9 (1997), Gwerin 10 (1998), embannet gant Hor Yezh.