Jean-Loup Chrétien

Eus Wikipedia
Jean-Loup Chrétien

Jean-Loup Chrétien a zo un ijinour breizhat hag ur jeneral brigadenn en Aerlu gall war e leve. An egoraer kentañ eus Europa ar C'hôrnog kentañ eo bet e 1982. Kemeret en deus perzh e div gefridi soviedel en egor hag en unan all gant an NASA, ajañs ar Stadoù-Unanet evit ergerzh an egor. Tapet en deus ar geodedouriezh stadunanat.

Yaouankiz ha stummañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa d'an 20 a viz Eost 1938 er Roc'hell, e Bro-C'hall. E dad Jacques a oa ur martolod er morlu hag e vamm Marie-Blanche Coudurier a rae war-dro an tiegezh. Pa oa bihan ez eas da skol Plouyann (ur barrez a zo bet staget ouzh Montroulez abaoe), ha goude da skolaj Sant-Charlez e Josilin ha da lise Montroulez. Mont a reas da Skol an aerlu e Salon-de-Provence e 1959, e-pad tri bloaz. Tapout a reas eno ur vestroniezh en ijinerezh aerlestrel.

Komz a ra galleg, saozneg ha rusianeg flour. Torrdimezet en deus diouzh Amy Kristine Jensen en deus bet 4 eus e 5 bugel ganti (unan a zo marv avat).

Red-micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul levier emgann eo da gentañ, e-pad ar bloavezhioù 1960. E 1970 e krog da gelenn e skol Bro-C'hall al levierien (EPNER "École du Personnel Navigant d'Essais et de Réception"). Levier esae eo e bon nijerezioù Istres etre 1970 ha 1977. E penn programm ar Mirage F1 eo etre 1970 ha 1973.

  • Kefridi ARAGATZ (1988) : ober a ra e eil nijadenn e bourzh Soyuz TM-7 a zo bannet d'ar 26 a viz Du 1988. Tizhout a ra an egorlec'h Mir asambles gant Alexander Alexandrovich Volkov ha Sergei Krikalev, ha kejal a ra gant skipailh Vladimir Titov, Manarov ha Polyakov dija e bourzh. Kas a reont da benn ur program arnodoù gall-ha-soviedel, en o zouez ul labour er-maez al lestr. Gant se e teu Jean-Loup Chrétien da vezañ an den kentañ n'eo ket na amerikan na soviedel o vont d'an egor, hag an den kentañ n'eo ket soviedel oc'h ober un eil nijadenn e bourzh un egorlestr soviedel. Ar gefridi a bad 24 deiz, 18 eur ha 7 munut.
  • Kefridi STS-86 (1997) : pleustriñ a ra e-pad ar bloaz 1995 er greizenn egor Johnson e framm ar program ASCAN eus an NASA, an ajañs amerikan. Kemer a ra perzh er gefridi STS-86 (25 a viz Gwengolo - 6 a viz Here 1997) a gej gant an egorlec'h Mir. Padout a ra 10 deiz, 19 eur ha 21 munut.

E miz Gwengolo 2000 eo skoet gant ur gwallzarvoud a c'hloaz anezhañ kement ha ne vo ket evit nijal en-dro. Labourat a ra bremañ evel eil prezidant ar rann Klask ha Diorren e-barzh Tietronix Software Inc, e Houston e Texas. Krouiñ a ra Tietronix Optics e Lannuon e fin 2002 evit ledanaat an implijoù war an douar. Ezel eo eus Akademiezh an aer hag an egor, kevredigezh ergezherien an egor, kevredigezh an egoraerien european, an American Institute of Aeronautics and Astronautics hag an International Academy of Aeronautics. Kuzuliet en deus ivez prezidant Dassault, ezel eo bet eus kuzul merañ Brit Air.

War e anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet ez eus bet dezhañ meur a ditl : Haroz an Unvaniezh Soviedel d'an 2 a viz Gouere 1982; degemeriad Urzh Lenin ; Urzh Banniel Ruz al Labour; komandour ar Lejion a enor c'hall ; Marc'heg eus Urzh Broadel an Dellezegezh ; degemeriad Medalenn an Aerlu. Keodedour a enor eus kêr Arkalyk eo.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]