Jean-François de La Marche

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Bez an aotrou De La Marche, en iliz-veur Kastell-Paol

Jean-François de La Marche (ganet e 1729 en Erge-Vras ha marv e Londrez e 1806) a voe eskob diwezhañ eskopti Leon. Eskob Leon e voe adalek 1772 betek 1801, pa voe lamet an eskopti gant ar pab Pi VII.

Ganet e voe d'ar 4 a viz Gouere 1729 e maner Kerfor pe e maner Lezerge, e parrez an Erge Vras, e-kichen Kemper. Aotrou Lezerge e oa e dad, François-Louis de La Marche. Ofiser e voe Jean-François da gentañ : tapout a reas ar rez a letanant an dragoned, e rejimant ar Rouanez, ha gloazet e voe en emgann Piacenza, en Italia, e 1746.

Beleget e voe e 1756, pa oa 27 vloaz. Anvet e voe da chaloni ha vikel-vras en iliz-veur Landreger da gentañ. E 1764 e voe anvet da abad en abati Sant-Albin-ar-C'hoad. A-benn ar fin e voe anvet da eskob e Kastell-Paol, d'ar 27 a viz Mezheven 1772.

Gantañ e vez degaset ar patatez, pe an avaloù-douar, da Vro-Leon. Ha diskargañ a reas al legumaj-mañ diouzh an tailhoù a ranked da baeañ war an trevadoù. Ar memes tra a reas evit ar piz, ar fav, an artichaod hag an asperjez. Evel-se en em ledas gounezerezh al legumaj e Bro-Leon. Abalamour da se e voe lesanvet "Eskob ar patatez".

Lakaat a reas sevel ur skolaj nevez e Kastell-Paol[1] hag a dalvezas da gloerdi bihan.

Pa c'hoarvezas an Dispac'h gall ha pa voe goulennet digant ar veleien ober le d'al lezennoù nevez e voe nac'het ober gant an eskob ha gant 400 beleg eus eskopti Leon ; 24 anezho hepken a asantas touiñ fealded d'ar renad nevez. Tec'hel a reas an aotrou de La Marche da Vro-Saoz, hag anvet e voe Louis-Alexandre Expilly de La Poipe e penn an eskopti nevez, savet diwar bodañ eskopti Leon hag eskopti Kemper d'ober unan hepken e departamant Penn-ar-Bed.

E Londrez e chomas feal an aotrou de La Marche ouzh iliz Roma, o nac'h lezenn nevez ar gloer, hag eskob Leon e chomas betek ar mare ma voe lamet an eskopti gant ar pab Piv VII dre ar vuilh Qui Christi Domini.

Mervel a reas e Londrez d'ar 25 a viz Du 1806. Beziet e voe e bered Saint Pancras, e-kreiz Londrez, betek 1866. Da neuze e voe kaset e relegoù da Vreizh, war c'houlenn e familh hag eskop Kemper ha Leon. Abaoe emaint en iliz-veur Kastell-Paol. Ur monumant zo bet savet en e enor, gant ar c'hizeller Léon Cugnot.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]