Mont d’an endalc’had

Jean-Baptiste Le Gras

Eus Wikipedia
dougen a ra ul lammell karget gant pemp bezantenn; livioù disanvet

Jean-Baptiste Le Gras a oa bet eskob Treger eus 1572 da 1583.

Genidik e oa eus Sant-Brieg.

Dominikan e oa, hag anvet e voe da eskob Treger d'ar 4 Gouere 1572, war-lerc'h Claude de Kernevenoy.

E-kerzh e eskobelezh, ur gorventenn a skoas meur a dour-iliz e Breizh d'ar 15 Genver 1579, en o mesk re Sant-Brieg ha Landreger.

Jean-Baptiste Le Gras a oa aet da Anaon d'an 22 C'hwevrer 1583.

François de la Tour a oa deuet war e lerc'h war gador eskopti Treger.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014