François de la Tour
Neuz
François de la Tour a oa bet eskob Treger eus 1583 da 1587.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]François de la Tour a oa bet manac'h da gentañ eus abati ar Releg, ha chaloni Landreger.
Anvet e voe da eskob Kemper e 1574, ha kaset e voe da eskopti Landreger e 1583, war-lerc'h Jean-Baptiste Le Gras.
Dilezel e reas diouzh e garg e 1587.
Mont a reas da Anaon e Pennarstank, d'an 11 Eost 1590, ha sebeliet e voe e Plougonven d'an 13 Eost.
Hervez ur vojen, war a seblant, ne oa ket bet gwell degemeret gant tud bro Dreger ː goude e varv, dont a rae, evel un teuz, bep noz evit oferenniñ en iliz Plougonven.
Guillaume du Halgoët a zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Sant-Brieg. 1960