Jean-Baptiste Daviais
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Jean-Baptiste Daviais, bet ganet e Reudied (Liger-Atlantel) d'an 21 a viz Gouere 1878 ha marvet e kamp-bac'h nazi Dachau (Alamagn) d'an 9 a viz Genver 1945, a oa ur rezistant naonedat.
Aet eo e anv d'ul liorzhig e kreiz-kêr Naoned, ha d'ur blasenn e Reudied. Roet e oa ivez anv Jean-Baptiste Daviais d'ul laz-kanañ naonedat, ha d'ur bodad savadurioù melestradurezh eus Kuzul-departamant al Liger-Atlantel, e Naoned.