Japan bashing

Eus Wikipedia

Japan bashing zo un droienn saoznek savet da ober anv eus ar gasoni ouzh Japan e Stadoù-Unanet Amerika.

Savet eo bet an droienn e deroù ar bloavezhioù 1980 gant Robert C. Angel, ur Stadunanad paeet da zifenn interestoù Japan. D'ar c'houlz-se e oa prezidant ar Japan Economic Institute, e Washington D.C., arc'hantet gant Ministrerezh japanat an Aferioù Diavaez.

Enebiezh ouzh Japan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ma oa bet krouet er bloavezhioù 1980 an droienn evit reiñ harp d'ar c'hevezerezh ekonomikel etre Japan ha peurest ar bed, dreist-holl SUA, un diazez istorel gwirion a zo memestra.

Skouerioù istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ skouerioù skritelloù bet implijet gant SUA e-pad an Eil Brezel-bed. Ar Japaniz a oa keñveriet alies gant loened ha roet dezho fromoù euzhus nemetken.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]