Mont d’an endalc’had

Janed Flandrez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Janedig ar Flamm)
Janed Flandrez e Henbont

Janed Flandrez a oa bet ganet e 1295. Merc'h e oa da Loeiz Iañ (Flandrez) (Kont Nevers) ha Janed (Kontez Rethel).

Dimeziñ a reas gant Yann Moñforzh e Chartrez (Eure-et-Loir a-vremañ) e 1329.

Mont a reas da Anaon e 1374.

Brezel hêrez dugelezh Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa aet Yann III (dug Breizh) da Anaon e 1341, un tabut a savas etre Yann Moñforzh hag e nizez Janed Pentevr evit bezañ e penn an Dugelezh. Graet e vez Brezel hêrezh dugelezh Breizh pe Brezel an div Janed c'hoazh eus ar brezel en doa tarzhet neuze hag a badas ugent vloaz.

Pa oa bet toullbac'het Yann Moñforzh e Pariz e kendalc'has-hi gant ar stourm o kemer penn e luioù, ar pezh a reas d'o mab Yann IV (dug Breizh) bezañ trec'h a-benn ar fin.

He brud a oa bet diazezet diwar un taol-kaer kaset da benn ganti e 1342. Tra m'edo arme Charlez Bleaz o lakaat seziz war Henbont e-lec'h m'he devoa Janed kavet repu enni, e oa deuet a-benn da reiñ nerzh d'ar soudarded ha da gêriz en-dro, kement ha ken bihan ma reas tro wenn an holl argadoù ouzh kêr. Un nozvezh, e penn ur strollad soudarded, ez eas e-maez ar gêr da lakaat an tan da gregiñ e teltennoù an enebourien. O tennañ splet eus an darvoud e teuas a-benn da dizhout An Alre a c'hellas-hi degas 500-600 marc’heg diouti da zistreiñ da Henbont pemp devezh diwezhatoc'h. Da-heul an taol-ouesk-se e voe graet Janed ar Flamm anezhi. O komz diwar he fenn en devoa an istorour gall Jean Froissart lâret : « he devoa kalon gwaz ha kalon leon ».

Roet e oa bet he lesanv Janed ar Flamm d'ur pont a-c'haoliad war ar Blavezh en Henbont.