Janed Bro-Saoz (1165-1199)
Janed Bro-Saoz (1165-1199) a oa ur briñsez saoz, deuet da vout rouanez Sikilia ha kontez Toloza.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e kastell Angers, en Anjev. Alienor regina peperit filiam quam vocavit Johannam voe skrivet en Historiæ Anglicanæ Scriptores X. Merc'h e oa da Herri II (Bro-Saoz) ha da Eleanora Akitania. Seizhvet bugel he zud e oa. C'hoar e oa da Richarzh Iañ ha Yann Dizouar. Tremen a reas he yaouankiz e lez he mamm e Winchester ha Poitiers.
E 1176 e tegouezhas kannaded Gwilherm II Sikilia e lez Bro-Saoz da c'houlenn dorn Janed. Graet e voe an dimeziñ d'an 20 a viz Mae, ha d'ar 27 a viz Eost e lestras da vont da Sikilia dindan devezh John of Oxford, eskob Norwich, hag hec'h eontr, Hamelin de Warenne, kont Surrey. E Saint Gilles, e Bro-C'hall, e teuas uhelidi eus Rouantelezh Sikilia d'o c'haout : Alfano, Arc'heskob Capua, ha Richard Palmer, eskob Syracusa.
Goude ur veaj diaes e tegouezhas Janed en he bro nevez, enez Sikilia, d'an 13 a viz C'hwevrer 1177, hag ec'h euredas da Gwilherm II Sikilia ha gwiskañ a reas kurunenn Sikilia en iliz-veur Palermo. Hervez Robert of Torigny, o devoe ur mab, Bohemond, ganet e 1181, met mervel a reas en bugel; however, as there is no indication of him ever existing in any other source of the time, Torigny's words are tainted by invention or misconception, not to mention that Joanna would have been 14 or 15 at this time and therefore too young for a legal conception[1]. Goude marv William e 1189, e chomas prizoniadez etre daouarn Tancred of Sicily.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe da Gwilherm II Sikilia (Guglielmo II en italianeg). Bugale o doe :
- ur mab, Boemondo (1182- marvet yaouank, hag a oa bet, hervez Chronique de Robert de Torigny, Tome II, anvet da zug Puglia[2].
Addimeziñ a reas da Raimond VI, kont Toloza, ha tri bugel he doe:
- Raimond (1197-1249), ar mab henañ hervez an Annales de Burton[3]; kont Toloza ha markiz Provañs
- Janed (1198-1255); en Extrait de l'ancien obitouiaire de l'abbaye de la Vaissy en Auvergne, eo meneget bloavezh he marv ha degaset da soñj piv e oa he zud, ha piv e oa he fried, Bernard [II] Seigneur de la Tour[4]
- ur mab (1199), marvet en bihan, goude e vadeziant[5], anvet Richarzh.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Weir (2008), p. 64
- ↑ (la) Chronique de Robert de Torigny, Tome II, pag. 115
- ↑ (la) Annales Monastici Vol. I, Annales de Burton, pag. 192
- ↑ (la) Histoire généalogique de la maison d´Auvergne, Tome II, Extrait de l'ancien obitouiaire de l'abbaye de la Vaissy en Auvergne, pag. 499
- ↑ Histoire Générale du Languedoc, Tome VI, Preuves, p. 190