Jane Digby

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stieler-Jane Digby.jpg

Jane Elizabeth Digby, pe Lady Ellenborough, (1807–1881) a oa ur gontez saoz.

Ganet e oa Jane Digby e Dorset. Merc'h e oa d'an amiral Henry Digby ha da Lady Jane Elizabeth Coke. E 1799 e voe kemeret al lestr spagnol Santa Brigada, gant he zad. Un teñzor a oa e bourzh, ha setu deuet an tiegezh da vezañ pinvidik-mor. Gant an amiral Nelson edo e Trafalgar, kabiten war al lestr Africa. Digantañ eo he devoe Jane Digby domani Minterne Magna e Dorset.

Brudet e voe buhez prevez romantel Jane Digby, e-pad meur a zek vloaz, en Europa hag er Reter Nesañ. Pevar gwaz he doe ha dreist-holl serc'heged e-leizh, en o zouez Ludwig Iañ Bavaria hag e vab Otto, roue Gres, ar politikour Felix zu Schwarzenberg, ur jeneral ha brigant albanat.

E Siria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da c'hwec'h vloaz ha daou-ugent e veajas da Siria. Orgediñ a reas ouzh ar cheikh Medjuel el Mezrab, 20 vloaz yaouankoc'h eviti. Dimezet e voent hervez al lezenn vuzulman, hag anvet e voe ar wreg Jane Elizabeth Digby el Mezrab. Evurus e voent ken e varvas 28 vloaz diwezhatoc'h, e Damask.

Poltred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltredet e voe gant Stieler evit Poltredaoueg ar gened, aozet gant ar roue Ludwig Iañ Bavaria.

Gwaz ha serc'heged[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]