Mont d’an endalc’had

Jamie Mc Menemy

Eus Wikipedia
Jamie Mc Menemy
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv-bihanJamie Kemmañ
Deiziad ganedigezh1953 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGlasc'ho Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Michermuziker, kaner, sonaozour Kemmañ
Deroù ar prantad labour1976 Kemmañ
Benveg sonerezhbouzouki, mouezh Kemmañ
Tachennsonerezh keltiek, music of Scotland Kemmañ
Label sonerezhKeltia musique Kemmañ

Jamie McMenemy (bet ganet e kumuniezh iwerzhonat Glasgow, Bro-Skos, e 1953) zo ur c'haner hag ur soner bouzouki.

E-kerzh e studi war an arzoù e Glasgow e krogas da seniñ gant meur a laz sonerezh hengounel a-raok mont da soner a vicher el laz brudet Battlefield Band e 1976.

E-kerzh un droiad e sonas e Breizh, hag en em stalias eno e 1979. E 1981 e enrollas ur bladenn solo kent krouiñ al laz Kornog.

Goude divodet al laz e 1987 e kemeras amzer vak betek 1993, pa zistroas d'ar sonerezh hengounel, e-unan pe evel ezel e lazoù-seniñ (Djiboudjep, Orion, Pennoù Skoulm, Taxi Mauve en o zouez) hag e strolladoùigoù gant Jean-Luc Thomas (fleüt-treuz e koad), Marc Pollier (uilleann pipes), ha sonerien all eus Kornog.

Kenlabouret en deus war enrolladennoù ar barzh ha kaner brudet kabil Lounis Aït Menguellet ha war re e vab Djaffar Aït Menguellet.