James Stagg
Neuz
Sir James Martin Stagg, bet ganet d'an 30 a viz Mezheven 1920 e Dail Chè (Meadhan Lodainn, Bro-Skos) hag aet da Anaon d'an 23 a viz Mezheven 1975, a oa koronal (Group Captain e saozneg) en aerlu breizhveuriat (Royal Air Force) etre 1943 ha 1945.
E-pad an Eil Brezel-bed e oa bet lakaet da bennkenurzhier an tri servij meteorologel — Met Office, Royal Navy hag United States Army Air Forces — a rae war-dro ar rakweladoù amzer evit an Oberiadenn Overlord.
Eñ an hini eo a gendrec'has ar jeneral stadunanat Eisenhower da zaleañ deiziad dilestradeg ar Gevredidi war draezhennoù Normandi eus ar 5 d'ar 6 a viz Mezheven 1944.
Noplaet e voe e 1954 gant ar rouanez Elesbed II.