Jacquotte Delahaye
Neuz
Jacquotte Delahaye a oa ur vorlaerez c'hall er Mor Karib er XVIIvet kantved.
Oberiant e oa er bloavezhioù 1660. Eus trevadenn c'hall Saint-Domingue (Haiti hiziv) e oa, ha Gall he zad. He mamm a vije bet eus Haiti ivez hag a varvas er gwentloù diwar he breur. Ur plac'h kaer e oa, a-hervez, ha ruz he blev. Lazhet e oa bet he zad, ha diwar-se, evit-doare, e rankas ober war-dro he breur hag ez eas da vorbreizherez.
Da dec'hel rak hec'h enebourien e roas da grediñ e oa marvet hag e vevas dindan un anv all, evel ur gwaz, e-pad meur a vloaz.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Women pirates and the politics of the Jolly Roger, Ulrike Klausmann, Marion Meinzerin, Gabriel Kuhn. Black Rose Books, 1997 - 280 p.