Rachel Wall

Eus Wikipedia

Rachel Wall (war-dro 1760 – 1789) a oa ur vorlaerez stadunanat, hag an diwezhañ maouez kaset d'ar groug e Massachusetts. Krediñ a reer ivez e oa ar c'hentañ Stadunanadez aet da vorbreizherez.

Rachel Schmidt e oa hec'h anv pa oa ganet e Carlisle, e Pennsylvania, en un tiegezh deol a Bresbiterianed. Savet e voe en un atant nepell diouzh Carlisle met ne gave ket dezhi e oa evurus eno. Pa oa plac'h yaouank e oa o pourmen war an aod pa voe arsailhet gant maouezed ha saveteet e voe gant ur gwaz anvet George Wall. Karntez a savas neuze etreze, ha dimeziñ a rejont, en desped d'he mamm-hi.