Jacques Saurel
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv ganedigezh | Jacques Szwarcenberg |
Anv-bihan | Jacques |
Deiziad ganedigezh | 19 C'hwe 1933 |
Lec'h ganedigezh | 19th arrondissement of Paris |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Jacques Saurel, ganet e Pariz e 1933, zo brudet evit bezañ test eus deportadur ar yuzevien, alies e teu dirak ar skolajidi pe liseidi da gontañ e istor.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok an deportadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet Jacques Saurel d'ar 15 a viz C'hwevrer 1933 e Pariz en ur familh yuzev envroet eus Polonia. An tad a oa Henri Saurel hag ar vamm Berthe Saureln micherourien difeiz o-daou[1]. Div c'hoar hag ur breur en deus. An tad a emezel el lu C'hall (Régiments de marche de volontaires étrangers) e-pad an Eil Brezel-bed hag a voe prizoniet en Alamagn e Hombourt-Haut er Stalag XII F (Forbach). Pa oa erruet an tad dirak an ofiser evit emezeliñ e oa bet disklêriet dezhañ «gant pevar bugel, n'o peus ket da emezeliñ el lu.» Hag an tad da respont « Justamant, pevar abeg a ra din ouzhpenn evit emzeliñ.»
E 1942 n'eo ket bet harzet Jacques Saurel hag e familh e-pad skrapadenn ar Vel'd'Hiv' dre ma oant familh ur prizoniad brezel. an tad-kozh, e wreg hag e vugale a zo harzet int.
Nozvezh an 3 ha 4 a viz C'hwevrer 1944 ez eo harzet Jacques Saurel gant ur c'hoar, e vreur hag e vamm. Prizoniet int e kamp Drancy, 11 vloaz eo[2]. Eno e tisklêr n'en doa ket bet naon pe yen, hag e oa ur vuhez sioul e-pad tri miz. Komprenet e oa bet gantaén ha tud ar c'hamp e oant inti er savadurioù kleiz (ar re a chome pelloc'h er c'hamp) hag an dud lies kaset er savadurioù dehoù a oa kaset nebeut amzer war-lerc'h en ul lec'h kuzh (Auschwitz). Gwelet a reas evel-se 44 bugel Izieu kaset er savadurioù dehoù ha deportet e tri strollad betek kamp Auschwitz, hini ebet anezho ne zreistvevas. Chomet eo skeudenn ar vugale-se o erruout er c'hamp e-penn Jacques Saurel, unan eus ar re ziwezhañ e vez eñ da vezañ bet gwelet bev ar vugale-se.
An 3 a viz Mae 1944 e oa deportet e Bergen-Belsen gant e familh evel yuzevien mac'hiaded. Dezouget e oant bet en un tren trede klas. Kanañ a rae ar vugale ar ganaouenn Ce n'est qu'un au revoir. Sebezet e oa bet Jacques Saurel gant an urzhioù garv en alamaneg, ar ger "Schnell" a zo chomet bev birvidik evitañ.
E kamp Bergen-Belsen ar mammoù c'hall a glask chom strollet evit dreistbevañ[3] Pouezañ a reont kreñv evit ma vefe prop ar vugale. E miz Ebrel 1945 ez eo deportet 2000 yuzev eus ar c'hamp, ar re a c'hellfe kaout un dalvoudegezh marc'hatañ. E-pad pevarzek devezh pad e voe beajet dindan tennoù an nijluioù Kevredet. Dieubet e vo gant yuzevien an tren gant an Arme Ruz e Tröbitz d'an 23 a viz Ebrel 1945.[4]. Adkavet e voe gantañ an tad en ti familh e Pariz, an holl eus ar familh o devoa dreistbevet. An tad a oa bet o bevañ sioulig en Alamagn biken ne oa bet kudennoù dre e orinoù.
Goude ar Brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar brezel, labourat a ra evel perukenner ha krouer dilhad. E 1963 e gemm e anv. E 2000 e tistro evit ar wech kentañ e Kamp Bergen-Belsen bountet warnanñ gant e wreg. Erruet eno e tiviz e vez rediet dezhañ rannañ e istor gant ar brashañ niver a dud. Sekretour-meur ar strollad Bergen-Belsen eo abaoe 2003.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jacques Saurel, De Drancy à Bergen-Belsen, 1944-1945. Souvenirs rassemblés d'un enfant déporté, Le Manuscrit / FMS, 2006.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ http://www.cercleshoah.org/IMG/pdf/livret_Bergen.pdf
- ↑ http://www.memorializieu.eu/actualites/temoignage-de-jacques-saurel/
- ↑ http://www.lest-eclair.fr/autres-actus/jacques-saurel-ancien-deporte-raconte-l-horreur-de-la-guerre-ia0b0n54987
- ↑ http://www.lanouvellerepublique.fr/Loir-et-Cher/Actualite/24-Heures/n/Contenus/Articles/2015/12/29/Un-deporte-juif-raconte-l-enfer-de-Bergen-Belsen-2578275