Istor Albania

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Istor Albania, evel stad dizalc’h, a oa kroget goude Brezelioù ar Balkanioù (1912-1913). Met kalz hiroc’h eo istor ar vro. Emañ Albania er Balkanioù ha levezonet kreñv eo bet gant he amezeien vras, Gres, Italia ha Turkia, o deus bet holl ur roll bras en istor ar vroig-se.

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C’hoariva roman e Durrës

Er VIIvet kantved kent JK e voe savet meur a drevadenn war an aod gant ar C'hresianed kozh, evel da skouer Durrës.

Goude-se e voe tro ar Romaned d’en em staliañ er vro. Unan eus an hentoù roman pouezusañ, ar Via Egnatia, a dreuze ar vro, etre Durrës ha Bizantion (Istanbul hiziv). Al lodenn su eus Albania a oa e proviñs roman Macedonia hag an hanternoz a oa e proviñs Illyricum.

Evel er peurrest eus Europa e voe aloubet ar vro gant Germaned (Wizigoted, Ostrogoted), gant Huned, ha goude-se gant Slaved ha sujet e voe ouzh Impalaeriezh Bulgaria en VIIIvet ha IXvet kantved. Pa voe rannet ar bed kristen, e 1054, etre Kristeniezh ar Reter hag Iliz Roma, e chomas stag kreisteiz Albania ouzh Kergustentin tra ma troas an hanternoz davet beli Roma.

Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En XIIIvet kantved e voe aloubet an arvor gant tud Venezia, tra ma oa stag ul lodenn vat eus ar vro ouzh Serbia. E dibenn ar XIVvet hag e deroù ar XVvet kantved e voe aloubet ar su eus ar vro gant an Impalaeriezh Otoman. Sevel a reas Albaniz a-enep an aloubadeg, etre 1443 ha 1478, dindan ren Gjergj Kastrioti Skanderbeg, hag a zo chomet un haroz broadel evit tud Albania betek an amzer vremañ. Skoazellet e voe Skanderbeg gant Venezia ha kêrioù italian all ha gant ar Vatikan. Met trec’h e voe an Durked a-benn ar fin, hag aloubet e voe Albania e 1479, goude marv Skanderberg.

Gjirokaster, ur gêr ma weler mat levezon an Impalaeriezh otoman war Albania

Etre dibenn ar XVvet kantved ha deroù an XXvet kantved e oa Albania e-barzh an Impalaeriezh Otoman. En amzer-se e troas an darn vrasañ eus tud ar vro a-du gant an Islam ha kemer a reas ar relijion-se ur plas bras e buhez ar vro, er vuhez sevenadurel dreist-holl. Ul levezon vras o devoe an Durked war ar savouriezh.

Amzer vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1912 e teuas Albania da vezañ dizalc’h diouzh an Impalariezh Otoman. Goude ar Brezel-bed Kentañ e chomas dizalc’h ar vro, daoust ma klaskas Gres, Italia ha Rouantelezh Yougoslavia lakaat o c’hrabanoù warni e 1919-1920. Tousmac’hus a-walc’h e voe ar mare etre an daou vrezel, gant ar vro o vont eus ur briñselezh d’ur republik (1925), ha d’ur rouantelezh goude-se (e 1928), p’en em anvas ar prezidant Ahmet Zogu da roue, gant an anv Zog Iañ. Aloubet e voe ar vro gant armeoù Italia hag Alamagn e-pad an Eil Brezel-bed.

War-lerc’h ar brezel e teuas Albania da vezañ ur stad komunour, e 1946, dindan renerezh Enver Hoxha. Kevredet a-dost e voe Albania ouzh an Unvaniezh Soviedel da vare Stalin, ha goude 1961 e troas war-zu Republik Pobl Sina renet gant Mao Zedong. Goude diskar ar renad komunour e teuas da vezañ ur vro zemokratel e 1992 ha klask a ra bremañ tostaat da vroioù all Europa.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.