Isca!

Eus Wikipedia
Ur pennad Isca zo ivez.
Isca 2009.

Isca! ("Fulenn") zo anv un aozadur broadelour hag enep-kevalour eus an tu-kleiz dianavez ez-ofisiel e diabarzh Galiza Nova, rann yaouankizoù Bloque Nacionalista Galego (BNG, "Bloc'had Broadelour Galiza").

Krouet e oa bet d'ar 16 a viz Gouere 2006 gant ur strolladig tud aet kuit pe bet skarzhet eus Unión da Mocidade Galega (UMG, "Unvaniezh Yaouankizoù Galiza"), rann yaouankizoù Unión do Povo Galego (UPG, "Unvaniezh Pobl Galiza"), en o zouez Sekretour-Meur Galiza Nova Xosé Emilio Vicente Caneda, mui un nebeud tud yaouank all eus Galiza Nova.

En em ginnig a reas en un doare foran evit ar wezh kentañ da geñver Gouel Broadel Galiza d'ar 25 a viz Gouere 2006 er vanifestadeg aozet gant BNG.

Tost a-walc'h eo o zezennoù ouzh re Movemento Pola Base, rak herveze eo aet re bell war hent ar vouezhiadegiezh BNG dre vras, dreist-holl dindan levezon UPG aet mui-ouzh-mui war an tu-dehoù herveze ha difenn a reont ar gredenn ma rank bezañ kreñvaet al labour war an dachenn sokial.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]