Movemento Pola Base

Eus Wikipedia

Movemento pola Base ("Luskad dre an Diazez") eo anv ur strollad tud dianavez ez-ofieiel e diabarzh Bloque Nacionalista Galego (BNG, "Bloc'had Broadelour Galiza") bet krouet en hañv 2006 gant tud hag a sav a-enep da bolitikerezh ar Bloc'had abaoe m'emañ o ren e Gouarnamant Galiza gant PSOE (strollad sokialour Spagn).

Tost a-walc'h eo tezennoù ar Movemento gant re Isca, ur strollad tud yaouank, ez-izili eus Unión do Povo Galego (UPG, "Unvaniezh Pobl Galiza") dreist-holl, krouet dija e diabarzhnebeudig a-raok hag ezel eus ar Movemento eo re Isca diouzh o zro dre vras.

Hervez ar Movemento e vez roet re a bouez gant BNG da aferioù o tennañ d'ar savadurioù foran (tiez-kêr, Parlamant ha Gouarnamant Galiza, mouezhiadegoù...) kentoc'h evit labourat startoc'h war an dachenn sokial.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn ofisiel