Galiza Nova
Neuz
Galiza Nova eo anv un aozadur bet krouet e Galiza e 1988, gantañ da bal bodañ ennañ an holl re yaouank broadelour.
Daoust ha ma oa anezhañ un aozaduur emren hervez e statudoù er penn-kentañ e krogas buan-tre da vont en-dro evel rann yaouankizoù ar Bloque Nacionalista Galego (BNG, "Bloc'had Broadelour Galiza") ha da geñver Eil Emvod-meur ar BNG dalc'het e Sant Jakez a Gompostela e 1990 e oa bet divizet enbarzhiañ Galiza Nova er Bloc'had-se ez-ofisiel.
Etre palioù resis Galiza Nova emañ an dieubidigezh vroadel evit sevel ur vro hep gwalldiforc'hoù evit abegoù broadel, reizhel ha klasel.
E penn an aozadur emañ ar Sekretourez-Veur, Iria Aboi.
Roll ar sekretourion-veur betek-hen:
- Catuxo Álvarez (1988-1990)
- Manuel Antelo (1990-1992)
- Bieito Lobeira Domínguez (1992-1996)
- Martiño Santos Canosa (1996-2000)
- Rubén Cela Díaz (2000-2004)
- Xosé Emilio Vicente Caneda (2004-2007)
- Iria Aboi Ferradás (2007-...)