Irkoutsk
Deiziad krouiñ | 1661 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Иркутск, Эрхүү |
Diazezer | Jakov Pokhabov |
Stad | Rusia |
Kêr-benn eus | Irkutsky District, Irkutsk Urban Okrug |
E tiriad | Irkutsk Urban Okrug |
Gwerzhid-eur | Irkutsk Time, UTC+08:00 |
War ribl | Angara, Irkut, Ushakovka, Irkutsk Reservoir |
Daveennoù douaroniel | 52°17′0″N 104°18′0″E |
Penn an aotrouniezh | Dmitry Berdnikov |
Isrannoù | Q4376063, Oktyabrsky Okrug, Sverdlovsky Okrug, Leninsky Okrug |
A zo stok ouzh | Irkutsky District, Angarsky District |
Prizioù resevet | Order of the October Revolution |
Kod-post | 664000–664999 |
Lec'hienn ofisiel | http://admirk.ru/ |
Banniel (deskrivadur) | flag of Irkutsk |
Ekonomiezh an danvez | economy of Irkutsk |
Kod pellgomz an takad | 3952 |
Category for honorary citizens of entity | Q32482000 |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Irkutsk |
Irkoutsk (Иркутск e rusianeg, distaget [ɪrˈkutsk]) a zo unan eus kêrioù brasañ Siberia. Pennlec'h Oblast Irkoutsk eo ha 606 137 a dud a oa o vevañ enni e 2013.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ Irkoutsk 55 km eus ribloù Su al Lenn Baikal ha 182 km eus an harzoù gant Mongolia. E kember ar stêrioù Angara hag Irkout emañ, tennañ a ra he anv eus ar stêr diwezhañ-mañ.
Graet eo ar vro gant torgennoù goloet gant taiga Siberia ar reter, pa'z eo gweledva Siberia ar c'hôrnog ur stepenn digor ha kompez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hontouer evit ober kenwerzh ar feurioù gant ar vBouriated a voe savet e 1652. En em staliañ a reas Kozaked eno. Statud ur gêr a voe roet da Irkoutsk e 1686. Ezporzhiet e veze aour, ivor ar vammouted ha sebelinez da Vro-Sina.
Er XIXvet kantved e teue kalz marc'hadourien ha klaskerien aour da glask dastum danvez. An Tsared a gase ar brizonidi hag an eneberien bolitikel da labourat er houarnegi . Un tan-gwall a zistrujas ar gêr e 1879 hag adsavet e voe gant tiez e mein. E 1917 e c'hoarvezas stourmoù gwadek etre ar re wenn hag ar re ruz. Andishaet e oa Aleksandr Koltchak, penn an arme enepbolchevik, e Irkoutsk e 1920.
Demografiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre un hin izarktikel ha kevandirel emañ Irkoutsk. Miz Gouere eo an hini tommañ (gwerzverk keitat 18°C) ha miz Genver an hini yenañ (gwerzverk keitat -19°C).
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet ganet en Irkoutsk :
- Valéry Inkijinoff (1895-1973) aktour gall
- Mikhail Romm (1901-1971) filmaozer
- Natalia Saz (1903-1993), leurennerez
- Rudolf Noureev (1938-1993) dañsour steredenn, korollour
- Andrei Guelassimov (1965–) skrivagner
- Ivan Vyrypaev (1974–) senariour, leurenner, filmaozer, aktour
- Daria Dmitrieva (1993–) jiminasour
- Nina Kraviz (1981–) disk jockey
- Denis Matsouiev (1975-) pianoour
Bet marvet en Irkoutsk :
- Ivan Alexandrovitch Khoudiakov (1842-1876) folklorour ha dispac'hour