Ipsa childreni
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Children
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Ipsa | ||
Anv skiantel | |||
Ipsa childreni (Gray, 1825) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ipsa childreni a zo ar spesad nemetañ eus genad Ipsa e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h an hini eo hag e touesk ar re vrasañ.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1825 dindan an anv genad Cypraea[2].
Roet eo bet an anv childreni en enor da John George Children dastumadeger ha skiantour war ar c'hregin eus Bro Saoz ganet e 1777 ha marvet e 1852.
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Ipsa childreni o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea childreni hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Pustularia childreni anv aet da get.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin bihan ha brav eo an Ipsa childreni. Kavet e vezont etre 5 ha 50 m donder dindan hag e barzh korailh, e mougevioù hag e spouennoù mor.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 ha 24 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 12 mm gour, pe ramz, betek 32 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cypraeovula capensis, ur spesad gant tresadennoù kein damheñvel. Pustularia spp. ha Staphylaea spp. o deus dent ken moan.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. Ne seblant ket bezañ kavet war aodoù reter Afrika nag en Aostralia.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 04 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=456433(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)