Cypraeovula capensis
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cypraeovula | ||
Anv skiantel | |||
Cypraeovula capensis (Gray,1828) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cypraeovula capensis a zo unan eus ar seitek spesad a vez renket er genad Cypraeovula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h betek ral a vev e gevred Suafrika an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1828 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea capensis[2],[3].
Dont a ra anv ar spesad capensis eus Beg an engortoz (Cape of Good Hope) e gevred Suafrika.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cypraeovula capensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea capensis Gray, 1828 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cypraea capensis f. elizabethensis Rous, 1905 gant ur stummm ha n'eo ket degemeret
- Cypraeovula capensis capensis (Gray, 1828) gant anv an isspesad tip
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
- Cypraeovula capensis archilyra Van Heesvelde & Deprez, 2006 isspesad ral
- Cypraeovula capensis gonubiensis Massier, 1993 isspesad ral a-walc'h a vev e tachenn East london
- Cypraeovula capensis gorda Van Heesvelde & Deprez, 2006 isspesad ral
- Cypraeovula capensis capensis (Gray, 1828) isspesad tip boutin a-walc'h
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin boutin a-walc'h betek ral diouzh an isspesadoù a vez kavet bev dindan mein ha spoue e tachennoù traezh etre 8 ha 25 m donder. Ral e vez draget anezho eus 150 betek 450 m donder.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 26 mm ha 32 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 19 mm pe ramz betek 38 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spesadoù all ar genad Cypraeovula ha dreist-holl Cypraeovula edentula ha Cypraeovula amphithales
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo e gevred Suafrika .
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 16 a viz Eost 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=205648(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 16 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=390548(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)