Ioánnis Metaxás

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ioannis Metaxas)
Ioannis Metaxas, e 1937

Ioánnis Metaxás (e gresianeg : Ιωάννης Μεταξάς), ganet d'an 12 a viz Ebrel 1871 ha marvet d'an 29 a viz Genver 1941, a oa un ofiser hag ur politiker eus Gres. Kentañ Ministr Rouantelezh Gres e voe adalek 1936 betek e varv, da vare un diktatouriezh anvet "Renad ar 4 a viz Eost". Ren a reas ar vro hervez ar vonreizh e-pad mizioù kentañ e respet, hag evel un diktatour da c'houde. D'an 28 a viz Here 1940 e nac'has kodianañ gant Italia Mussolini, ar pezh gasas d'ar brezel etre Gres hag Italia.

Awenet e voe renad Metaxas gant faskouriezh Benito Mussolini. Amsklaer e oa ideologiezh e renad ; anv a veze graet gantañ eus un "Trede Sevenadur Hellazat", ur meizad hag a vije bet par da zaou vare all eus istor ar vro, Gres an Henamzer pagan hag an Impalaeriezh vizantat kristen.

Krouet e voe ur polis anvet Asfaleia (Ασφάλεια, "surentez"), war skouer ar Gestapo. Savet e voe ur strollad yaouankiz, Ethnikí Orgánosis Neoléas (EON), war skouer an Hitlerjugend nazi. Berzet e voe ar strolladoù politikel hag harzet e voe an dud a oa a-enep ar renad : tost da 15 000 den a voe harzet ha bac'het e-pad diktatouriezh Metaxás. Kresket ha modernaet e voe arme ar vro, gant skoazell an Trede Reich ivez.

War dachenn an aferioù diavaez e klaskas Metaxás chom neptu er bloavezhioù 1930, hanter-hent etre Breizh-Veur, ur galloud a bouez er Reter-Nesañ, hag Alamagn gant e renad nazi. E miz Here 1940 e voe taget Gres gant armeoù Italia, diazezet en Albania. Hogen arme Gres, modernaet gant Metaxás hag ar jeneral Aléxandros Papágos, a zeuas a-benn da ziarbenn an alouberien, d’o bountañ kuit ha da vont tre en Albania zoken.

Daoust ma ne zeuas ket Metaxás a-benn da vezañ deuet-mat d’ar bobl evit keloù-se, e voe gwelet evel un haroz hag a oa deuet a-benn da vountañ un arme bras a alouberien er-maez. Derc’hel a reer da lidañ bep bloaz Epéteios tou Ochi ("deiz an nann"), d’an 28 a viz Here, e koun an deiz eus Here 1941 ma oa bet nac’het ultimatom Mussolini gant Metaxás. Hiziv e vez gwelet gant kalz a C'hresianed evel un diktatour, met evit lod e voe ur brogarour a zifennas ar vammvro.

Mervel a reas d’an 29 a viz Genver 1941, diwar gleñved moarvat, daoust ma voe ar vrud ivez e oa bet muntret gant spierien saoz. War e lerc’h ez eas Aléxandros Koryzís e penn ar vro. Dindan ren hennezh e voe aloubet Gres gant armeoù Italia hag Alamagn, deuet da sikour Mussolini, adalek miz Ebrel 1941.