Inizi Caroline

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

LocationCarolineIslands.png

Inizi Caroline (a zo Caroline Islands e saozneg, Islas Carolinas e spagnoleg, Karolinen en alamaneg) zo un enezeg e kornôg ar Meurvor Habask, e biz Ginea-Nevez. Evit ar politikerezh int rannet etre div stad: Stadoù Kevreet Mikronezia, ha Palau, er c'hornôg pellañ. Gwechall e oant anvet Nuevas Filipinas dre ma oant lod eus Indez ar Sav-heol Spagnol, ha gouarnet adalek Manila en Inizi Filipinez.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trevadenn spagnol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An inizi Carolinas a voe dizoloet d'an 22 a viz Eost 1526 gant ar voraerien spagnol Toribio Alonso de Salazar ha Diego de Saavedra, gwelet e voe gante Enez San Bartolomé pe Taongui. D'an 1 a viz Genver 1528 e taolas troad ar moraer Álvaro de Saavedra da gemer an Inizi Uluti en anv roue Spagn, ha gweladennet e voe an enezeg en 1542 (Islas Matelotes), 1543, 1545, hag en 1565 gant Miguel Lopez de Legazpi.

Anavezet e oant evel Islas de las Hermanas, Hombres Pintados ha Los Jardines, met kollet e voe ar c'heloù eus o dizoloadenn ken na deuas Francisco de Lezcano en 1686 da Yap ma o anvas Las Carolinas, en enor d'ar roue Carlos II, hag en enezeg e lakae ar Palaos hag ar re zo anavezet hiriv evel Inizi Gilbert hag inizi Marshall diwar-lerc'h anvioù ar voraerien saoz a deuas d'o gweladenniñ en 1788 (Gilbert) ha 1799 (Marshall).

Un trevadenniñ relijiel e voe adal an deroù, evel e pep lec'h. Un aotre roueel a voe embannet e 1707 da gas misionerien d'an inizi. Lazhet e voe an tad Cantova e-kerzh unan eus e droioù. Neuze, betek 1787, e paouezas Spagn da zaremprediñ hec'h inizi Carolinas. Pa voe adkroget, meur a vloaz goude, ne glaskjod ober nemet kenwerzh.