Mont d’an endalc’had

Palau

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Palaos)
Republic of Palau
Beluu er a Belau
Inizi maen-raz Palau
Banniel Siell

Kan broadel
Belau rekid – "Hor Palau"
Melestradur
Statud Republik ezel ouzh ABU hervez ur feur-emglev dizalc'h gant SUA (1994)
Dizalc'hiezh • Disklêriet : 18/07/1947
Bonreizh : 02/04/1979
• Anzavet : 01/10/1994

Prezidant Surangel Whipps Jr. (2021)
Besprezidant Raynold Oilouch (2025)
Lezennerezh
• Kambr izelañ
• K. uhelañ

Kambr ar Gannaded
Sened

Kêr-benn Ngerulmud (2006)
Yezhoù ofisiel Palaueg, japaneg, saozneg
Yezhoù anzavet Sonsoroleg, tobieg
Gwerzhid-eur UTC+9
Pellgomz +680
Kod ISO 3166 PW
Kod Internet .pw
Douaroniezh
7°30'00" N 134°01'0" R
Kêr vrasañ Koror
Gorread • Hollek : 459 km²
• Douar : ~100%
• Dour : ~0%
Poblañs 16 766 den (2021)
Stankter 36,52 zen/km²
Armerzh (2024)
Moneiz Dollar SUA (US$)
KBK (KBP) US$ 308 milion
KBK dre zen US$ 18 209
FDD 0,786 (84vet er bed)
Pellgehenterezhioù
Kod ISO 3166 PW
Kod pellgomz +680
Kod Internet .pw
Lec'hienn palaugov.pw


Palau e anv etrebroadel, Belau ([bə.lɑʊ]) e palaueg, ent-hir Beluu er a Belau e palaueg (yezh ofisiel)[1] ha Republic of Palau e saozneg (yezh ofisiel ivez), zo ur Stad er Meurvor Habask.
Un enezeg eo, enni un 340 enezenn bennak, lec'hiet e penn kornogel pellañ Mikronezia, nebeutoc'h eget 3 200 km er su da Japan, 6 138 km er gevred da India, 643 km en norzh da Papoua Ginea-Nevez, 1 528 km er gevred da Filipinez ha 1 336 km er gevred da Enez Guam.

Unan eus Stadoù bihanañ ha nevesañ ar bed eo Palau, pa ne zeuas da vezañ dizalc'h diouzh SUA nemet e 1994.
Da 13 766 a dud e save poblañ Palau da geñver ar renabl diwezhañ, e 2021[2].

Kokor, ar gêr vrasañ, e oa kêr-benn ar Stad a-raok 2006, ar bloaz ma voe lakaet Ngerulmud da gêr-benn nevez[3].

C'hwezek Stad a ya d'ober ar vro, gant pep a Guzul, ha kalz a lec'h dezho da aozañ o reolennoù hag o bonreizh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.