Inis Uí Mhaolchluiche
Inis Uí Mhaolchluiche | |
---|---|
Inis Uí Mhaolchluiche, gwelet eus an douar-bras | |
Bro | Iwerzhon |
Proviñs | Cúige Chonnacht |
Kontelezh | Sligeach |
54° 17' 46.398" N 8° 36' 20.208" K | |
| |
Gorread | 1,62 km² |
Poblañs | 2 (2011) |
Inis Uí Mhaolchluiche (Inishmulclohy pe Coney Island e saozneg[1]) zo un enezenn vihan e goueled bae Sligeach, e gwalarn Iwerzhon.
Gallout a reer mont di gant bagoù, pe neuze war droad pe gant kirri d'an daere, pa vez stag an enezenn ouzh an douar-bras.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok Naonegezh Vras 1841 e oa 124 a dud o vevañ en enezenn, o 45 bugel o vezañ skoliataet enni. En eil hanterenn an XXvet kantved eo digresket an niver a annezidi, met ur familh zo c'hoazh o chom (abaoe 1750). Kalzik a dud a vez e-pad an hañv ivez. Tredan zo war an enezenn abaoe 1999[2].
Displegañ a reer an anv saoznek Coney Island dre ma'z eus kalz lapined en enezenn a-hed ar bloaz, ha ma'z eo coney pe cony ur ger saoznek kozh deveret eus ar ger latin cuniculus a dalvez kement ha "lapin"[3]. An anv iwerzhonek a zeu eus an anv den Ó Maolchluiche, saoznekaet e Mulclohy.
Emdroadur ar boblañs 1841-2011
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
|
|
|
|
• Andon : (ga) (en) An Phríomh-Oifig Staidrimh • Central Statistic Office