Mont d’an endalc’had

Infant

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Infantezed)

Infant pe infantez eo brezhonekadurioù ar gerioù spagnolek infante (gourel) hag infanta (gwregel) a zo an titl roet e rouantelezhioù Portugal ha Spagn, hag a-raok se e rouantelezhioù Aragon, Kastilha, Navarra ha León, da mibien ha merc'hed ar roue.

E Spagn ha broioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E rouantelezh Spagn, en un doare resisoc'h, e reer ar c'hemm, e-touez an infanted, etre ar pennhêr hag ar re all. An hini zo o vont da ren war-lerc'h an tad roue a vez anvet da briñs, pe priñsez Asturiez, hag a baouez da vout infant evel ar re all neuze. Bugale priñs pe priñsez Asturiez zo infanted ivez. Pa varv Priñs Asturiez e vez roet an titl d'un infant all.
  • En Bro-C'hall e veze graet Enfants de France pe Fils de France eus bugalear roue, ha Petits-Fils de France eus e vugale-vihan.
  • An titl a gardinal-infant zo bet graet eus bugale zo, e Portugal da skouer.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Le Robert de la langue française.