In My Life (kanaouenn, The Beatles)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Doare orin In My Life.

In My Life (Em buhez) a zo ur ganaouenn saoznek savet, evit an darn vrasañ anezhi, gant ar c'haner-sonaozer saoz John Lennon.

Enrollet e voe gant The Beatles d'an 18 ha 22 a viz Here 1965 e Studioioù Abbey Road (Londrez) hag embannet d'an 3 a viz Kerzu da-heul, evel holl sonennoù an albom Rubber Soul. Ouzhpenn izili voas ar strollad e kemeras perzh George Martin (1926-2016) en enrolladenn ivez, o seniñ al lodenn biano a voe buanaet da-c'houde evit ma tennje son ar benveg-seniñ da hini ur c'hlavisim.

E miz Kerzu 2004 e oa bet lakaet da deirvet warn-ugent e Listennad ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet hervez Rolling Stone.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e oa bet In His Own Write (e miz Meurzh 1964) hag A Spaniard in the Works (e miz Mezheven 1965) gant Lennon. Ar pezh a reas da dud 'zo — Kenneth Allsop (1920-1973) en o zouez — da gaout keuz na vije ket pozioù e ganaouennoù ken personel ha reoù e levrioù. Setu ma tivizas Lennon sevel ur sonenn ma vije kavet eñvorennoù resis e vugaleaj e Liverpool enni. Da gentañ-penn e kemeras In My Life stumm un hir a varzhoneg o venegiñ an holl lec'hioù[1] a dremene dreze pa yae gant ar bus eus Menlove Avenue (el lec'h m'edo o chom) da Docker's Umbrella. Goude marv John Lennon e c'houlennas Yoko Ono digant Elliot Mintz (1945-) ober war-dro paperioù he gwaz ha kavet e voe doare kentañ ar sonenn gant hemañ.
Buan a-walc'h e voe dilezet ar mennozh-mañ gant an aozer a reas e soñj da skrivañ diwar-benn ar vugaleaj hag ar c'hrennoad aet da get.

Diwezhatoc'h e fizias Lennon e Pete Shotton (1941-2017) — ur mignon kozh dezhañ — en devoa krouet ar gerioù "With lovers and friends I still can recall Some are dead and some are living" o soñjal ennañ hag e Stuart Sutcliffe (1940-1962, kentañ soner gitar-boud The Beatles).

Evel re alies e savas trouz etre Lennon ha McCartney e-keñver ton In My Life : Lennon a lavaras e oa bet skoazellet gant McCartney evit echuiñ ul lodenn ma oa sac'het warni ha McCartney a eilgerias en devoa e beursavet...

Kanerien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez tud all : Johnny Cash, Judy Collins, John Denver, José Feliciano, The Seekers.

Selaou In My Life...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn ar gerioù...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Philip Norman, John Lennon: The Life, HarperCollins Publishers, 2008, pajennoù 604,
  • Tim Hill, THE BEATLES Quatre garçons dans le vent, Éditions Place des Victoires, miz Here 2008, pajennoù 182-227.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Penny Lane, Church Road, St. Columbus Church, Calderstones Park.