Impalaeriezh an Ac'haemenided
Impalaeriezh an Ac'haemenided (henberseg IPA: Haxâmanishiya) (war-dro 550–330 kent J.K.), anvet ivez Impalaeriezh Persia, a oa ar Stad a gemeras lec'h Impalaeriezh Vedia, hag a greskas betek derc'hel lodennoù bras eus an henved hag a dape, war-dro 500 kent J.K., eus traoñienn an Indus er reter, da Drakia ha Makedonia war harzoù norzh Henc'hres[1] Impalaeriezh Ac'haemenes a aloubas ivez Rouantelezh henegipt hag a zeuas da vezañ ar rouantelezh vrasañ a oa bet gwelet biskoazh.[2].
Er penn kentañ, ar Bersed a oa ur bobl gantreer mesaerien a veve e kornôg pladenn Iran ha war-dro 850 kent J.K e raent ar Parsa anezhe o-unan hag o zachenn, kemmus e vevennoù, a oa Parsua hec'h anv. Ar pep brasañ eus ar Bersed kentañ a oa o chom e mervent pladenn Iran, bevennet er c'hornôg gant ar ster Tigris hag er su gant Pleg-mor Persia a zeuas da vezañ kalon o impalaeriezh[2]. Diouzh ar vro-se an hini e loc'has Kirus Veur (Kirus II Persia) da faezhañ ar Veded, Impalaeriezh Lidia, hag Impalaeriezh Babilonia, o tigeriñ klaz d'an aloubadegoù en Henegipt hag en Azia Vihanañ.
E barr e c'halloud, goude aloubadeg Egipt, ez ae war-dro 8 million km d'ober an impalaeriezh[3] e tri c'hevandir disheñvel : Azia, Afrika hag Europa. Pa oa en he brasañ e c'holoe Stadoù a-vremañ Iran, Afghanistan, Pakistan, lodennoù eus Kreizazia, Azia Vihanañ, Trakia ha Makedonia, ul lodenn vras eus aodoù ar Mor du, Iraq, norzh Arabia Saoudat, Jordania, Israel, Liban, Siria, hag holl ar c'hreizennoù poblañs bras eus Henegipt ken pell ha Libia. Brudet eo en istor Europa evel enebour keodedoù Henc'hres[1], da vezañ dieubet ar sklaved, en o zouez ar bobl yuzev diouzh o dalc'herezh e Babilonia, ha da vezañ savet frammoù evel ar reizhiad post, ar reizhiad hentoù roueel hag implij ur yezh ofisiel en holl ar rouantelezh. An impalaeriezh en doa ur velestradurezh kreizennet, dindan veli an impalaer, un arme vras a vicher, ar pezh a awenas hevelep reizhiadoù en impalaerezhioù all diwezhatoc'h[4].
Orin an impalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Impalaeriezh an Ac'haemenided zo anvet diwar anv he c'hentañ roue ofisiel, Ac'haemenes, a oa un impalaeriezh persat. Dont a ra anv Persia eus ar ger implijet en henc'hresianeg evit tolead Iran zo e norzh Pleg-mor Persia hag er reter d'ar ster Tigris, Persis, (pe e perseg, Pars)[5] Daoust d'he berzh ha d'he c'hresk prim, ne oa ket Impalaeriezh an Ac'haemenided ar c'hentañ impalaerezh eus Bro-Iran, rak er VIvet kantvet e oa bet savet Impalaeriezh Vedia gant ur strollad Heniraniz all. Dont a ra ar ger Ac'haemenided eus stumm latinekaet an anv henberseg Haxāmaniš (ur ger kevrennek eus ar stumm bahuvrihi a dalvez "en deus spered ur mignon"[6].), hag a dalvez e gresianeg "eus tiegezh Ac'haemenes." Daoust ma teu anv an impalaeriezh diouzh e anv, Ac'haemenes e-unan a oa ur rener bihan eus Anshan (Ansham pe Anšān) e mervent Iran, er 7vet kantved kent J.K. N'eo ket a-raok grez Kirus Veur (Kirus II Persia) un diskennad da Ac'haemenes, ma tizhas e riez ment un impalaeriezh ha ma krogas da lonkañ an impalaeriezhioù a oa er reter d'ar mare-se, da zont da vezañ an impalaeriezh divent zo anv anezhi en testennoù kozh.
E 550 kent J.K., Kirus Veur en em savas a-enep da impalaeriezh Vedia hag a-benn ar fin e aloubas ar Veded hag e krouas kentañ impalaeriezh Persia.
Kirus Veur a ziskouezhas e spered politikel en doare ma veras e impalaeriezh nevez, rak impalaeriezh an Ac'haemenided a voe ar c'hentañ da ren meur a strollad etnek disheñvel war pennaenn ar c'hargoù hag ar gwirioù heñvel evit an holl keit ha ma paeent an taosoù ha ma vevent e peoc'h.[7] Ouzhpenn se, ar roue ne emelle ket eus gizioù, nag eus relijionoù, nag eus koñvers ar Stadoù a oa sujet dezhañ. Ar perzhioù ral-se d'ar mare-se a c'hounezas da gKirus harp Babiloniz zoken.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Encyclopedia of the ancient Greek world, David Sacks, Oswyn Murray, Lisa R. Brody, 2005, Infobase Publishing, p 256
- ↑ 2,0 ha2,1 ibidem
- ↑ Vasseghi, Sheda, "The other Iran story: Re-engineering the nation's cultural DNA", Breaking... WorldTribune.com World Tribune News, (12 October 2009).
- ↑ Schmitt
- ↑ Encyclopedia of the Peoples of Africa and the Middle East, levrenn 1añ, Jamie Stokes, Infobase Publishing, 2009, p 2–3
- ↑ Shlerath, p. 36, no. 9. Sellet ivez ouzh Tavernier, Iranica in the Achaemenid Period p. 17.
- ↑ Civilization past & present, levrenn 1añ, Palmira Johnson Brummett, Robert R. Edgar, Neil J. Hackett, Longman, 2003, p 38