Iliz Sant-Servez (Sant-Servez-Landivizio)
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
MONUMANT ISTOREL |
---|
Iliz Sant Servez |
Dispar eo Porzh bered (klok) Sant-Servez-Landivizio, dreist-holl dre savouriezh kloc’hdi e iliz hag e garnel.
- Ar c’hloc’hdi gotek (XVIIvet kantved, gant e garidelloù ha kambroù ar c’hleier (div eus pep hini), a zo moarvat unan eus ar re vravañ james bet savet en eskopti Kemper ha Leon.
- Kalvar (XVIIvet kantved) ar vered, labour ar mestr kizeller Rolan Dore
- Ar garnel, beget gant un tourig (XVIIvet kantved) e maen greun. Giz an Azginivelezh zo warni, gant un nor gizellet eus ar c’hentañ ha pemp prenestr.
- En iliz e weler delwennoù kozh ha dreist holl unan eus ar Werc’hez gant ar mabig Jezuz.
- Taolennoù kaer gantYan Dargent, bet ganet amañ e Sant-Servez d’ar Gwener 15 a viz Here 1824 hag aet d’an Anaon d’ar Sul 19 a viz Du 1899
- Div daolenn all, dedennus ha souezhus war un dro, skrivet e brezhoneg.
- Kador brezeg (1666) kizellet gant Y. Kervella hervez Couffon.
Amañ da heul, an destenn skrivet e brezhoneg war unan eus an div daolenn :
Hon Tad Santel ar Pap Pi
navet en deveus aotréet, ar
c'huec'hved varn-uguent a viz
Meurs 1862, indulgeançzou
plenyer da Kement ini a visito
peb bloas an Ilis man an eil
Sul a viz Gouéré pé unan deus
ar seiz deiz tosta varlerc’h hag
a pédo dévotamant evit iso-
mou an Ilis, gant ma vézo
guir penitant, ma en dévézo
confeçzeet ha communieet
-
Ar c’halvar
-
Un nor
-
Taolenn
-
Taolenn all