Mont d’an endalc’had

Iago ab Idwal ap Meurig

Eus Wikipedia

Roue Gwynedd e voe Iago ab Idwal ap Meurig (974? — 1039), war-lerc'h marv Llywelyn ap Seisyll e 1023. Gourvab e oa da Idwal Foel. Evel-se e tistroas ar gurunenn gant an dierniezh kozh.

Ne ouzer ket nemeur a dra eus e ren.

Hervez Levr Llandâf, ne rene Iago nemet en Enez Mon ha Rhydderch ab Iestyn eus Deheubarth a rene e Gwynedd.

Lazhet e voe Iago gan e wizien e 1039. Mab Llywelyn ap Seisyll, Gruffydd ap Llywelyn, an hini a renas war e lerc'h neuze.

Gallout a reas e vab Cynan ap Iago tec'hel da Iwerzhon. Eno e timezas da Ragnaillt, ur verc'h da ur priñs danat eus Dulenn.

O mab Gruffydd ap Cynan a deuas goude da c'houlenn ar gurunenn, met dre ma ne oa ket anavezet e dad er vro en em ginnige evel mab-bihan Iago ("wyr Iago" e kembraeg) e-lec'h "mab Cynan".


En e raok:
Llywelyn ap Seisyll
Roue Gwynedd

10231039
War e lerc'h:
Gruffydd ap Llywelyn