Mont d’an endalc’had

I Heard It Through the Grapevine (kanaouenn)

Eus Wikipedia
Gladys Knight & The Pips,
o kanañ en abadenn skinwel stadunanat Soul Train.

I Heard It Through the Grapevine (Hen deskiñ a ris diwar ar grib) a zo ur ganaouenn saoznek savet e 1966 gant an daou arzour stadunanat Norman Whitfield (1940-2008) ha Barrett Strong (1941-) evit kanerien an ti-embann pladennoù Motown.

Enrollet d'ar 17 a viz Mezheven 1967 gant Gladys Knight & The Pips e voe embannet d'an 28 a viz Gwengolo da-heul. Daoust ma voe enrollet ar sonenn da gentañ-penn[1] gant Smokey Robinson (1940-) and The Miracles a-gevret, ne voe embannet nemet d'ar 26 a viz Eost 1968 en albom Special Occasion.
D'an hevelep deiz e voe embannet doare Marvin Gaye (1939-1984) en e albom In the Groove : hemañ an hini eo a reas berzh bras, ma voe renket I Heard It Through the Grapevine da bevarugentvet e Listennad ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet hervez Rolling Stone e 2004. He c'hlevout a reer e penn-kentañ The Big Chill, eil film hir Lawrence Kasdan (1949-) deuet e-maez e miz Gwengolo 1983.
Un doare all, kanet gant ar strollad Creedence Clearwater Revival, a zo chomet anavezet-kaer ivez : dekvet kanaouenn e albom Cosmo's Factory eo, war-lerc'h Who'll Stop the Rain hag a-raok Long as I Can See the Light.

Selaou I Heard It Through the Grapevine...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn ar gerioù...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. D'ar 6 a viz Eost 1966 moarvat.