Mont d’an endalc’had

IJsselmeer

Eus Wikipedia
Skeudenn dre loarell eus an Izelvroioù, gant an IJsselmeer e-kreiz

An IJsselmeer (nederlandeg [ˌɛi̯səlˈmeːʁ], da lavaret eo lenn an IJssel; Iselmar e frizeg) eo lenn vrasañ an Izelvroioù. Bas a-walc’h eo an dour el lenn-se (5 pe 6 m). En em astenn a ra war 1250 km² etre proviñsoù Flevoland, Noord-Holland ha Friz, el lec’h ma oa pleg-mor ar Zuiderzee gwechall. Dont a ra an anv eus anv ar stêr IJssel a daol he dour el lenn. Skrivañ a reer div lizherenn vras e deroù an anv e nederlandeg, rak sellout a reer ouzh an diftongenn IJ, er yezh-se, evel ul lizherenn hepken.

Krouet e voe an IJsselmeer e 1932 pa voe serret ar pleg-mor gant ur chaoser 32 km hed, an Afsluitdijk a zisparti bremañ an IJsselmeer diouzh mor Wadden. Da-heul e vo disaniet an douaroù en-dro d’ar pleg-mor a zeuas da vezañ ul lenn dour dous. Meur a bolder a zo bet savet en-dro d’an IJsselmeer, o lakaat e c’horread da zigreskiñ. E 1975 e voe savet ur chaoser all, ar Houtribdijk, anvet ivez Markerwaarddijk, da zispartiañ lodenn vervent al lenn, a anver bremañ Markermeer, diouzh ar peurrest. Proviñs Flevoland a zo bet krouet gant douaroù ar polderoù krouet evel-se.

Ar chaoser a serr an IJsselmeer
Ar chaoser a serr an IJsselmeer