IJssel
Neuz
Ar stêr IJssel ([ˈɛi̯səl]) zo ur stêr en Alamagn hag en Izelvroioù. Un adtsêr d'ar Roen eo, 120 km dezhi, a dreuz douaroù Gelderland hag Overijssel. Goude tremen dre gêr Arnhem ec'h a da deurel he dour en IJsselmeer 'Lenn IJssel).
Er Grennamzer e veze graet ar Vlie eus genoù ar stêr IJssel.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Issel eo ar stumm alamanek, Yssel an hini gallek, IJssel an hini izelvroek. En amzer Henroma e oa anavezet ar stêr-se dindan an anv Isala.
Graet e vez ivez an anv Gelderse IJssel anezhi, da lavarout eo IJsel Gelderland, abalamour d'ober ar c'hemm gant an Hollandse IJssel a red dre greisteiz Holland.
Oude IJssel ("IJssel kozh") a vez graet gant Izelvroiz eus lodenn alaman ar stêr, hag IJssel eus al lodenn a zo en o bro.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |
| Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |
