Mont d’an endalc’had

Inter-Governmental Philatelic Corporation

Eus Wikipedia
(Adkaset eus I.G.P.C.)

An Inter-Governmental Philatelic Corporation (IGPC), da lavaret eo "Embregerezh Timbrawouriezh Etre-Gouarnamantel", a genlabour gant ouzhpenn 70 a vroioù ha stadoù er bed evit o sikour da veizañ, produiñ ha lakaat war ar marc'had timbroù-post. Harpañ a ra ivez melestradurezhioù ar postoù en o labour dastum ha kas lizhiri. Hervezi e vez produet ganti un hanterenn eus an holl dimbroù embannet pep bloaz.

Un embregerezh prevez a glask gounid arc'hant eo an IGPC, ha tamm ebet un ensavadur etrebroadel. Ar gouarnamantoù a c'houlenn harp pe guzul diganti a zo pratikoù ha n'int ket izili.

Krouet e oa bet an IGPC gant an Dr. Manfred Lehmann (1922–1997), un Amerikan pinvidik hag a oa troet gant ar broioù aet da Stadoù nevez dizalc'h en Afrika hag en Antilhez. Ghana eo a voe pratik kentañ ar stal pa zeuas dieub an drevadenn saoz bet anavezet a-raok evel "Aod an Aour". Sikouret en voe e 1957 evit a sell merañ servij ar postoù hag ar werzh timbroù er vro. Togo a voe da heul, hag inizi zo an Antilhez war-lerc'h. E fin ar bloavezhioù 80 e tiwanas Stadoù nevez en Azia gant dismantr an Unvaniezh Soviedel hag e dibenn ar bloavezhioù 1980 e oa ouzhpenn 50 bro pratikoù eus an IGPC.

Skoulmañ a reas an IGPC un emglev gant ar gompagnunezh Disney evit bezañ aotreet da embann timbroù warno skeudenn tudennoù an tresadennoù-bev mil anavezet. Abaoe eo deuet timbroù gant tem Disney da vezañ ul lodenn bouezus eus produadur an embregerezh.

Anavezet eo an IGPC dreist-holl evit embann timbroù gant danvezioù brudet, tudennoù tresadennoù-bev, ha tudennoù sport ha dudi a zo bet rebechet dezho n'o deus ket kalz a liamm gant sevenadur pe istor ar broioù a embanner timbroù evito. Un doare impalaeriezh sevenadurel eo bet anvet zoken an embann timbroù gant skeudennoù eus sevenadur pop Amerika. Respont a ra an embregerezh ez eo liesseurtoc'h danvez an timbroù : an natur, gweledvaoù, tudennoù istorel…

En o c'homzoù o-unan, "an ajañs filatelek staliet e New York e oa an hini gentañ o kinnig poltred tud brudet ha tresoù anavezet evit sikour he fratikoù da embann ur rummad nevez a dimbroù-post, hag enoriñ harozed ar sevenadur pop hag ar sportoù eus ar marevezh, en o zouez Elvis Presley, Marilyn Monroe, Pokémon, Popeye, John Lennon, tudennoù tresadennoù-bev Walt Disney ha filmoù klasel, Jackie Chan, Barbra Streisand, Bob Dylan (…) evit menegiñ un nebeud re » (in Dielloù).

Hervez an IGPC ec'h implijont ur skipailh a zo ennañ ouzhpenn 100 ezel hag ouzhpenn 300 grafikour dizalc'h a implij. An IGPC a embann ez eus gantañ "...ur skipailh amzer-da-zont a dresourien hag arzourien diabarzh hag a c'hell krouiñ un tres timbroù e-pad an noz." (en o lec'hienn)

Skouerioù eus kudennoù direizh a c'hell bezañ re dTuvalu, un enezeg vihan e Su ar Meurvor Habask hag a zo war o zimbroù an arzour amerikan Norman Rockwell hag ar bloavezh nevez sinaat, pe Enez Saint-Vincent a ginnig 244 zimbr e 1999 !

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]