Huáscar
Inti Cusi Huallpa Huascar, ganet e 1491 ha marvet e 1532, a oa Sapa Inka (impalaer) an Impalaeriezh inka etre 1527 ha 1532. Kemeret en doa plas e dad Huayna Capac hag e vreur Ninan Cuyochi ; an daou anezho a oa marvet gant ar vrec'h e-pad ur c'hampagn nepell diouzh Quito.
N'eo ket sklaer hiziv-an-deiz c'hoazh, penaos eo bet choazet da hêr. Tuioù disheñvel a oa bet e-pad ar brezel diabarzh, ouzhpenn-se an testenioù spagnol a zegas sell an drec'herien. Ar pezh zo sur, ur wech aet Huáscar e penn an impalaeriezh inka e sav jeu diouzhtu. Harpet eo-eñ gant tud eus Cuzco, padal Atahualpa a zo harpet evit bezañ penn an impalaeriehz gant tud eus norzh an impalaeriezh hag eus ar menezioù Huayna. Kement-mañ a voe mammenn d'ur brezel diabarzh drastus evit an inkaed.
Huáscar a zisklêrias brezel da Atahualpa. An emgannoù kontet gant ar Spagnol Juan de Betanzos a gont istor Quizquiz (penn lu Atahualpa) e penn armeoù 60 000 soudard a-enep armeoù kevatal e tu Huáscar. Betanzos a bouez war ar gwadus ha taer ma oa bet ar brezelioù inka. Pennoù bras ar Canares a voe tennet o c'halon diouzh o c'horf, ent vev, gant Atahualpa, ha rediet e voe o harperien da zebriñ anezho.
Huascar a voe trec'het e-pad emgannoù Chimborazo ha Quipaipan. Prizoniet e voe ; Quizquiz ha Chalicuchima, pennoù bras lu Atahualpa, a aloubas Cuzco.
Lazhet e voe Huáscar gant Atahuallpa a-raok ma c'hellfe reiñ ur sammad aour uheloc'h evit e hini evit bezañ dieubet gant Pizarro hag adlaket e penn an impalaeriezh inka. A-benn ar fin e vezo lazhet eñ ivez, dibennet gant soudarded Pizarro, dre an abeg m'en devoa lakaet e vreur d'ar marv.