Hubertine Auclert

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Hubertine Auclert e-tro 1890.

Hubertine Auclert, ganet d'an 10 a viz Ebrel 1848 e Saint-Priest-en-Murat en Allier hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Eost 1914 e Pariz, a oa ur stourmerez benelour c'hall he devoa stourmet evit Gwir ar merc'hed da votiñ ha da vezañ dilennet.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marie Anne Hubertine Auclert a oa bet ganet en ur familh pinvidik, ar pemvet bugel diwar seizh, e Tilly e kumun Saint-Priest-en-Murat. An tad Jean Baptiste Auclert (1803-1861), a oa ur peizant pinvidik ha republikan. Deuet e oa da vezañ maer kumun Saint-Priest-en-Murat pa groge an Eil Republik e 1848. Goude taol-stad Napoleon III e 1852, an tad a chomas enebour daonet d'an Eil Impalaeriezh c'hall.

Lakaet en ur skol-lojañ relijiel d'an oad a 9 vloaz, ar plac'hig a chomo eno he holl buhez-skol. Marvet eo an tad pa oa 13 vloaz. Sabatuet ha kredourezh don prederiañ a ra evit dont da vezañ seurez e sœurs de Saint Vincent de Paul (ur gevredigezh buhez apostolek), met n'eo ket degemeret.

Hubertine Auclert a ya kuit eus al leandi e 1864 evit mont e ti he eontr lec'h ma z'eo aet he mamm da vevañ. Pa varv he mamm, e 1866, ez eo lakaet e leandi Montluçon gant he breur. Gwelet evel re zishual gant ar soeurezed, lakaet eo maez eus ar vuhez lean evit an eil gwech e 1869. An nac'h-se a soñj dezhi bezañ direizh a lak ur from enep-kloer da sevel enni.

Ar stourm benelour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dieubet dre ret eus he hent relijiel ha frank da geñver peadra da vevañ - hêr eo bet eus he zud - c'hoant he deus da gkas da benn ur stourmad : choazet he deus ar feiz republikan hag ar stourm evit gwirioù ar merc'hed dre ma vefe adwelet lezennoù ar c'hod Napoleon. He stourm a zo mennet hervezi dre « Emaon tost dre ganedigezh un emsavet a-enep flastradur ar benel, ken feuls eo ar paotr a-enep ar plac'h, en va bugaleaj e oan bet saozanet, pell 'zo on bet mennet gant klemm evit ma reizh an dishualded hag an doujañs ». [1]

Hubertine Auclert a-gleiz a-us - E Bro-C'hall, evel e Bro-Saoz, ez eus Suffragettes. 1910.

Dre «Heklevioù komzadennoù ar banvezioù sizhuniek aozet gant Léon Richer o deus, tost ma desachet er-maez eus al leandi, o deus ma degaset eus ar Bourbonnais betek Pariz da stourm evit frankiz ma reizh ». Mont a ra da Bariz er mare ma gouez Napoleon III ha ma vez an Trede Republik o tont war-wel. Digoret eo dre-se ul lec'h stourm evit ar maouezed a c'houlenn ma vefe kemmet ar C'hod Napoleon evit an deskadurezh, frankiz ar merc'hed, an dizimeziñ, ar gwir votiñ ha bezañ dilennet.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. « Je suis presque de naissance une révoltée contre l'écrasement féminin, tant la brutalité de l'homme envers la femme, dont mon enfance avait été épouvantée, m'a de bonne heure déterminée à revendiquer pour mon sexe l'indépendance et la considération »