Rotruda Trier

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hrotruda Trier)
Mont da : merdeiñ, klask

Rotruda Trier pe Hrotruda Trier, a oa ur briñsez frank ha gwreg kentañ Karl Martel en VIIIvet kantved .


Hec'h anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet e vez ivez Chrotrude, Chrotrud, Rotrude, Chotrude, Chrotude, Chrotrudis, hag anavet eo ivez evel Rotrou de Treves.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e 690 en Aostrazia.

Merc'h e oa da sant Leutwinus (pe Liévin, Liutwin , Leudin) a oa abad Mettlach hag eskob Trier (marvet e 713), ha da Willigarde. Nevez zo avat ez eus bet kavet e oa merc'h da Lambert (†714), kont Hesbaye, un hendad d'ar Robertizien.


Dimeziñ a reas da Garl Martel, mab bastard da Pepin Herstal, maer palezioù Aostrazia ha Neustria.

Mervel a eure e 724.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Rotrude Trier

 dimezet da g- Karl Martel
 │
 ├─ Karloman (war-dro 715-17 Eost 754), maer ar palez Aostrazia (741-747). Manac'h e Monte-Cassino.
 │  dimezet n'ouzer da biv
 │
 ├─ Pepin III , lesanvet Pepin Grenn (war-dro 715-† 768), maer ar palez e Bourgogn (741),  Neustria (741) hag Aostrazia (747), 
 │  roue ar Franked (751). 
 │  dimezet  en 744 da Bertrada Laon , lesanvet an Droadegez (gwelout  Hugobertizien)
 │
 ├─ Hiltruda (720-† 754). 
 │  dimezet da  Odilon Bavaria (gwelout  Agilolfing)
 │
 └─ Hadeloge pe  Aude, pe  santez Hadeloge (?-† 751). 
    dimezet da  Teodorig IV, kont Autun ha Toulouse.