House (sonerezh)
An house zo ur seurt sonerezh elektronek lusket e deroù ar bloavezhioù 1980 e Chicago. Liammet eo he istor ouzh hini an disc jockey-ed, ha dont a ra he anv eus ar "Warehouse", ur c'hlub eus Chicago lec'h ma sone an DJ Frankie Knuckles. Aozet e vez an house gant ul lusk izek hag ul linenn boudenn tost ouzh ar funk, hag ouzhpennet e vez alies mouezhioù, "samplet" pe get.
Produerien gentañ an house a voe Chip E. (Like This, It's House), Adonis gant No Way Back, Steve Hurley (Music Is the Key, Jack Your Body), Marshall Jefferson hag e The House Music Anthem (Move Your Body) brudet, Keith Farley (Love Can't Turn Around (1986)), Lil' Louis hag e "gorzenn" etrebroadel French Kiss ha Larry Heard hag a aozo dindan e anv-arzour Mr. Fingers an ton deep house milvrudet Can You Feel It a gaver e-barzh unan eus e zoareoù ur brezegenn gant Martin Luther King. Savet e 1983 gant Jesse Saunders hag embannet dindan al label Mitchbal, an tonioù On and On ha Funk U Up a vez gwelet evel an div grouadenn house kentañ. Ma teu an holl arzourien-se eus Chicago e teuas buan an house da liesseurtaat ha kerkent ha 1988 e teuas war-wel an hip-house da skouer, gant Fast Eddie hag e ditl Yoyo Get Funky hag a vesk house gant elektro ha hip-hop.
E kêr New York e kreskas fonnus ul leurenn oberiant kenañ, troet war ar garage, un house "mouezhel" hêr d'an disco, awenet gant ar c'hlub lec'h ma sone an DJ Larry Levan, ar Paradise Garage. Er memes tro e voe diorret an tekno gant kêr Detroit. Disco on the budget (disko war ziskar) a veze graet eus an house gant Mel Cheren, mojenn an nozioù new-yorkat. Evit gwir e oa dister an doareoù produiñ, "artizanel" zoken. Eus an amzer-se en deus savet sevenadur ar "C'hlubbing". Dont a reas ar bladenn vinil da vezañ arouez an house eta. Skignet e vez ar sonerezh-se c'hoazh hiziv hon deiz el lec'hioù arbennikaet ha toulloù-noz zo.
Kalz isrannoù eus an house a zo, en o zouez an acid house, an deep house hag an ambient house.