Homer Dodge Martin
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Homer |
Anv-familh | Martin |
Deiziad ganedigezh | 28 Her 1836 |
Lec'h ganedigezh | Albany |
Deiziad ar marv | 2 C'hwe 1897 |
Lec'h ar marv | Saint Paul |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | livour, visual artist, skeudennaouer |
Tachenn labour | Arzoù ar gweled, livouriezh, illustration |
Studier | Henry Augustus Ferguson |
Bet studier da | William Hart |
Tachenn | landscape painting |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library |
Homer Dodge Martin (Albany, New York, 28 a viz Here 1836 – Saint Paul, Minnesota, 12 a viz C'hwevrer 1897), a oa ul livour stadunanat brudet evit e weledvaoù.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevare mab da Homer Martin hag e bried Sarah Dodge e oa[1].
Un diskibl d'al livour William Hart (1823-1894) e voe e-pad berr amzer ; levezonet gant doare an Hudson River School e oa e labourioù kentañ neuze.
Er bloavezhioù 1860 e veajas en hañv dre ar Menezioù Adirondacks e biz Stad New York, ar Menezioù Catskill e gevred an hevelep Stad, hag ar White Mountains e New Hampshire. Eno e tresas dremmvroioù a lakaas war al lien en e stal-labour e New York, a oa er c'hentañ savadur gouestlet d'an arzourien, e West Tenth Street.
D'ar 25 a viz Mezheven 1861 e timezas gant Elizabeth Gilbert Davis[2].
Er bloaz 1868 e voe dilennet Homer D. Martin da geneil en National Academy of Design e New York, kent bezañ dilennet da ezel e 1874[3].
E-kerzh ur veaj en Europa e 1876 e voe dedennet-bras gant al luskadoù gall École de Barbizon hag Impresionouriezh. Goude ar gavadenn-se e troas taolennoù H. D. Martin da deñvaloc'h, gant taolioù barr-livañ dispisoc'h.
E Normandi e vevas adalek 1882 betek 1886, gant chomadennoù e "trevadenn arzel" en Étaples (Pas-de-Calais). Distreiñ da New York a eure goude-se, e 1887.
Dre ma teue paouroc'h-paourañ ha klañvoc'h-klañvañ e kuitaas New York er bloaz 1893 da gavout repu e ti kerent dezhañ e Saint Paul. Peuzdall e oa pa livas eno diwar eñvor div eus e oberennoù brudetañ, Adirondack Scenery ha Harp of the Winds.
E Saint Paul e varvas Homer Dodge Martin e deroù ar bloaz 1897, oadet a 60 vloaz. Biskoazh n'en devoa graet berzh, met daou vloaz goude e dremenvan e voe gwerzhet Adirondack Scenery evit 5 500 $, hag an daolenn Harp of the Winds a voe prenet gant ar Metropolitan Museum of Art ("MET") e New York.
-
The Iron Mine, Port Henry, New York (1862)
-
Evening on the Thames (~1876)
-
The Harbour at Étaples (~1884)
-
Harp of the Winds (1893-1895)