Hokuto no Ken

Eus Wikipedia
Hokuto no Ken
heuliad manga
Titl北斗の拳 Kemmañ
Labour da-heulFist of the North Star, Fist of the North Star, Fist of the North Star Kemmañ
Tachennscience fiction anime and manga Kemmañ
AozerTetsuo Hara Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Deiziad kregiñ13 Gwe 1983 Kemmañ
Deiziad echuiñ8 Eos 1988 Kemmañ
Theme musicAi o Torimodose!! Kemmañ
Roll an tudennoùlistenn tudennoù Hokuto no Ken Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.hokuto-no-ken.jp Kemmañ
Embannet eWeekly Shōnen Jump Kemmañ
Arvesterien palShōnen Kemmañ

Hokuto no Ken (japaneg : 北斗の拳, romanekadur Hepburn: Hokuto no Ken, "Meilh-dorn ar C'harr Kamm Bras") zo ur manga shōnen treset gant Testuo Hara ha skrivet gant Buronson. Embannet e voe adalek 1983 betek 1988 er gelaouenn Weekly Shōnen Jump gant an ti-embann Shūeisha. Embannet e oa bet e stumm tankōbon goude bezañ bet embannet a-dammoù er gelaouenn Weekly Shōnen Jump perc'hennet gant Shueisha. Ragembannet e oa bet e 245 niverenn eus ar gelaouenn etre 1983 ha 1988 ha goude-se e stumm 27 tankōbon. An istor a dremen en ur bed goude an apokalips, goude ur brezel nukleel. Kenshiro, an dudenn bennañ, a zo hêr un arz emgannañ marvus anvet Hokuto Shinken, a ro an tu da lazhañ an dud dre skeiñ rik e lodennoù eus ar c'horf. An dud a vez tizhet a vez alies o tarzhañ gant o c'horf diroget. Kenshiro a glask talañ ouzh gangoù feuls-diroll, torfedourien, mistri brezel a vez o tennañ gounid eus an darvoudoù evit seveniñ obererezhioù fall. Raloc'h e vez o stourm a-enep tud mistri war arzoù emgannañ. Ar manga a zo bet gwerzhet ouzhpenn 100 milion a skouerennoù anezhañ, ar pezh a ra eus an heuliad an hini gwerzhetañ a-viskoazh. Ar manga-se zo gwelet evel unan eus ar re gant ar muiañ a levezon a-viskoazh ivez.