Hippolyte Tréhiou

Eus Wikipedia
Delwenn-led Hippolyte Tréhiou e iliz-veur Gwened

Hippolyte Tréhiou, pe Polit Trehiou[1], (22 a viz Du 1880 - 9 a viz Genver 1941) a oa eskob en eskopti Gwened[2]

An Aotrou Trehiou a oa ur Gouelouad anezhañ. Ganet e voe e Tresigne. Beleget e voe e miz Mezheven 1905. Person e voe en iliz-veur Sant-Brieg ha vikel-vras en eskopti Sant-Brieg (1925-1927), a-raok bezañ anvet da eskob Gwened d'ar 15 a viz Ebrel 1929.

Skoed ardamez Hippolyte Tréhiou

Ur brezhoneger eus an dibab e oa hag ur prezegenner helavar e oa e yezh ar vro[1]. Er bloavezhioù 1930 e oa an eskob nemetañ e Breizh-Izel hag a oa brezhoneger.

Eñ a zo bet mammenn da adsavidigezh iliz kamp Saint-cyr Coëtquidan. Ur sul vintin miz Gwengolo 1936, an Aotrou Hippolyte Tréhiou a oa o weladenniñ ar c'hamp. Un oferenn a voe ha sabatuet e oa bet an Aotrou o welet stad ar chapel gatolik. Goulenn a reas gant ar beleg Henri Brehelin a Bloermael da sevel ur chapel nevez hag un ti-bod d'ar soudarded. Kejañ a reas ivez gant ar beleg Dewarin e-karg deus ar feiz er c'hamp.

Krog eo al labourioù e Genver 1937. D'ar 16 a viz Mae 1937 e vez lidet ar c'hentañ oferenn er chapel nevez memes ma n'eo ket peurechuet al labourioù. 3 a viz Gouhere 1938 ez eo lid ofisiel ar chapel nevez, ar chaloni Moisan a vennig al lec'h. Ur mor a dud a zo deuet, muioc'h evit 100 ofiser a zo en o zouez ar jeneral kanolierezh Marzin eus ar Mans[3]

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Allocution prononcée en la Basilique Cathédrale de Saint Brieuc, le 11 mai 1926, à l'occasion du mariage de M. Jacques de Boischevalier,... avec Melle Sabine Le Gris Duval
  • Discours prononcé en la basilique cathédrale de Saint-Brieuc par M. le chanoine Trehiou,... à l'occasion de la première grand'messe solennelle de M. l'abbé François Prudhomme, le 3 janvier 1926
  • Statuts synodaux du diocèse de Vannes, 1937
  • Le Bienheureux Pierre-René Rogue, prêtre de la Mission, directeur du Grand Séminaire [de Vannes]... martyr du refus des serments pendant la Révolution
  • Mariologie de saint Bernard..., 1935
  • Monseigneur Hippolyte Tréhiou, évêque de Vannes (1929-1941), notes intimes, 1941

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Monseigneur Hippolyte Tréhiou : évêque de Vannes 1929-1941. Éloge funèbre par le vicaire général Le Bellec. Oraison funèbre par Dom Dominique. Notes intimes de Mgr Tréhiou, gant Dominique Nogues ha Eugène Le Bellec (ASIN B0017VZWK4)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]