Hilaeira
Neuz
Hilaeira (henc'hresianeg: Ἱλάειρα; ivez Ilaeira) a oa merc'h da Leukippos ha Filodike, ha belegez da Artemis. He c'hoar Foibe a oa belegez da Athena. O-div e oant kefrisaed da Lynkeüs an Argonaot ha da Idas, mibien Afareüs. War a seblant e oant kendirvi dezho. Hervez Paosanias koulskoude e oant merc'hed da Apollon.
Bamet e oa Kastor ha Polydeukes gant kened an div c'hoar, ha skrapañ anezho a rejont d'o gwallañ. Pa glaskas an daou zanvez-pried saveteiñ ar merc'hed e voent lazhet o-daou, nemet gloazet e voe Kastor. Goulenn a reas Polydeukes digant Zeus rannañ e zivarvusted gant e vreur.
Hilaeira a zimezas da Gastor, ha genel a reas ur mab anvet pe Anogon pe Anaksis.
Azeulet e oant e Sparta.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Apollodoros, Bibliotheke (III, 11, 2).
- Hyginus, Fablennoù (LXXX).
- Pausanias, Deskrivadur Hellaz, (III, 16).
- Propertius, Elegiae (I, 2, 16).
- Stasinos, Kypria.