Hiệp Hòa

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An impalaer Hiệp Hòa, anvet ivez Nguyễn Phúc Hồng Dật, a oa c'hwec'hvet impalaer Vietnam eus tiegezh Nguyễn. Renet en deus e-pad pevar miz etre an 30 a viz Gouere 1883 hag an 29 a viz Du.

Ur breur yaouank d'an impalaer Tự Đức e oa. Advabet e oa bet gantañ. Pa voe lamet e garg digant e niz hag hantervreur Dục Đức (advabet oa bet gant Tự Đức ivez) gant uhelidi al lez goude bezañ renet tri devezh e 1883 ec'h azgoulennas an tron en anv e familh. Trec'het e voe arme Vietnam gant morlu ar C'hallaoued en emgann Thuận An e miz Eost 1883 e-kerzh e renadur. Rediet e voe da sinañ 1883 un emglev gant Frañs a rae eus Vietnam ur vro warezet gant Frañs d'ar 25 a viz Eost. Ne oa ket dizalc'h ar vro ken. Abalamour da se e voe lamet e garg digantañ gant uhelidi al lez ha rediet e voe d'en em lazhañ.


En e raok 
Impalaer Dục Đức
Rummad-impalaerien Nguyễn War e lerc'h
Impalaer Kiến Phúc