Dục Đức

Eus Wikipedia

Dục Đức (育德 distaget [zùk͡p̚ ʔɗúk͡p̚] zup-duck), anvet Nguyễn Phúc Ưng Ái pa voe ganet a zo bet impalaer Vietnam e-pad tri devezh (20-23 a viz Gouere 1883).

Ganet eo bet e 1852. Aet eo da Anaon d'ar 6 a viz Here 1883. Ar pempvet impalaer eus an tierniezh Nguyễn e oa. E vab Thành Thái a voe impalaer etre 1889 ha 1907.

Nguyễn Phúc Ưng Ái a voe anv Dục Đức pa voe ganet. Da 17 vloaz e kemeras da anv Nguyễn Phúc Ưng Chân (阮福膺禛). Mab oa da Kien Thoai Vuong, pevare breur an impalaer Tự Đức. Advabet e voe gant an impalaer a oa chomet divugel asambles gant daou kenderv dezhañ Chanh Mong (a voe goude an impalaer Đồng Khánh) ha Duong Thien (Kiến Phúc). Ar re-mañ a oa mibien da 26 vet breur Tự Đức ,Thien Thai Vuong.

Goude marv Tự Đức, an tri lezroue, Nguyễn Văn Tường, Tôn Thất Thuyết ha Tran Tien Thanh, a zisklêrias e vefe Dục Đức, 31 bloaz, e hêr. N'eo ket sklaer an doare ma voe dibabet goude itrikoù el lez hag enep youl Tự Đức hervez istorourien zo.

Ne renas Dục Đức nemet ti devezh a-raok bezañ diskaret ha kondaonet d'ar marv gant ar re o devoa laket anezhañ war an tron. Ne ouzer ket mat petra a voe tamallet dezhañ met buan e voe barnet d'ar marv ha lakaet en toull-bac'h. Marteze e voe abegoù politikel : aon o defe bet al lezroueed e lamfe diganto ar galloud bras o doa dindan ren Tự Đức.[4]

Anvet e voe neuze e eontr Hiệp Hòa (34 bloaz) da impalaer. E-pad e renadur berr e klaskas Hiệp Hòa mestroniañ levezon al lezroueed hep dont a-benn. Buan e voe digarget ha kondaonet d'ar marv d'e dro.

An istorourien vietnamat a-vremañ a sell ouzh an impalaerien eus Dục Đức da Vảo Ðại evel margodennoù ar C'hallaoued.

Goude un toullad bloavezhioù a reuz e voe anvet mab Dục Đức, Thành Thái, da impalaer e 1889. Lakaat a reas sevel un ti-kañv evit e dad e Huế (anavezet evel Bez Dục Đức, e vietnameg 安陵, Lăng Dục Đức) a zeuas da vezañ ti-kañv izili all eus tiegezh Nguyễn.

En e raok 
Impalaer Tự Đức
Tierniezh Nguyễn War e lerc'h
Impalaer Hiệp Hòa