Heðin Brú

Eus Wikipedia
Un timbr en enor da Heðin Brú

Hans Jacob Jacobsen, anavezetoc'h gant an anv-pluenn Heðin Brú (17 Eost 1901 e Skálavík - 18 Mae 1987 e Tórshavn) a oa ur skrivagner faeroek.

Unan eus ar skrivagnerien faeroek brudetañ eo, ha skrivañ a rae e rannyezh e enezenn, Sandoy. En e oberenn anavezetañ, Feðgar á ferð ("Tad ha mab o veajiñ"), e kont an troc'h etre ar sevenadur hengounel hag hini ar gevredigezh vodern en inizi Faero. Troet eo bet al levr-se e meur a yezh, ha dibabet eo bet da vezañ levr an XXvet kantved gant e genvroidi.

Troidigezhioù en deus graet Heðin Brú ivez a-hed e vuhez, diwar meur a yezh : alamaneg (Kontadennoù Grimm, Troioù-kaer ar Baron Münchausen), saozneg (pezhioù-c'hoari gant William Shakespeare), daneg (William Heinesen), norvegeg (Knut Hamsun, Henrik Ibsen), svedeg (Astrid Lindgren), rusianeg (Anton Tchec'hov, Fiodor Dostoievski).

Oberennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lognbrá, 1930
  • Fastatøkur, 1935
  • Feðgar á ferð, 1940
  • Leikum fagurt, 1983
  • ha meur a levr danevelloù ha kontadennoù