Baron Münchausen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Hieronymus Karl Friedrich, Freiherr von Münchhausen a oa un ofisour alaman hag ur goprsoudard el lu rusian. Ganet e voe d'an 11 a viz Mae 1720 e Bodenwerder hag aet da Anaon d'an 22 a viz C'hwevrer 1797 er memes kêr. Istor ar baron a zo bet adsavet e stumm romantoù, e obererezhioù kalonek ha fentus o deus e lakaet da vezañ unan eus harozed brudetañ al lennegezh alamanek.

Ar baron gwir a oa un den pabor, e kelc'hioù an noblañs uhel e oa brudet evit gwellaat gwirionez e obererezhioù milourel. Goude bezañ bet klevet lod istorioù ar baron, Rudolf Erich Raspe a lakaas anezho dindan ur stumm lennegel dizanv. Da gentañ e voe en alamaneg, e lodennoù embannet e kazetennoù. E saozneg goude-se e 1785 e stumm ur romant anvet Baron Munchausen's Narrative of his Marvellous Travels and Campaigns in Russia, embannet evit ar wech kentañ en Oxford gant ur gwerzher levrioù anvet Smith.

Brud bras a voe gant al levr ha troet e voe e meur a yezh dre Europa. Un embannadur brasoc'h a voe en alamaneg gant ar barzh Gottfried August Bürger. Ar gwir baron Münchausen a oa bet sabatuet o welet un dudenn faltazius oc'h implij e anv hag e istor. Kemenn a reas e c'hoant da zougen klemm a-enep an embanner saoz. Gant aon rak ur prosez marteze, Raspe a nac'has e vuhez-pad bezañ an aozour met anat e oa ha kadarnet e voe goude e varv.

Baron al lennegezh a ya gant hent obererezhioù dibosubl. Kontet er c'hentañ sell, ar baron a zo soudard, beajour, dont a ra a-benn da veajiñ war ur bolod kanol, da stourm a-enep ur c'hrokodil 20 metr, da dizhout al loar. Al levr a zo fentus a-ratozh, an darvoudoù kontet a zo droch. Ar baron a zo taolennet evel un den a liv gevier dibaouez o krediñ ez eo ar gwirionez. A-dreñv an istor ez eus ivez ur flemmadenn sokial doare ludresadenn eus an noblañsoù hag an arme.