Het Vrije Volk
Het Vrije Volk (nederlandeg : ar bobl dieub) a oa ur pemdezieg izelvroat ennañ menozioù sokial-demokrat. Goude an Eil Brezel-bed e kemeras plas ar gazetenn sokialour Het Volk. Embannet e voe ez-ofisiel d'ar 1añ a viz Meurzh 1945 en Eindhoven. Goude an 28 a viz Genver 1946 e voe kendeuzet holl rannoù ar gazetenn hag e voe embannet er vro a-bezh. E-pad ur mare e voe kazetenn bouezusañ an Izelvroioù hag ouzhpenn 300 kazetenner a laboure eviti. Goude 1958 ez eas buan war zigresk an niver a goumananterien. E 1970 ne voe ket mui ur gazetenn vroadel hag e dibenn 1971 ne veze embannet nemet e Rotterdam. D'an 30 a viz Meurzh 1991 e voe embannet an niverenn ziwezhañ. Het Vrije Volk ha Rotterdams Nieuwsblad a voe kendeuzet e Rotterdams Dagblad, hag a voe kendeuzet en Algemeen Dagblad e 2005.
Gwerzhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Het Volk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloavezh | 1906/ 1907 |
1912/ 1913 |
1917/ 1918 |
1924/ 1925 |
1937 | Kerzu 1940 |
Meurzh 1944 |
Niv. a skouerennoù | 7 000 | 28 000 | 35 000 | 44 878 | 51 950 | 19 053 | 114 871 |
Het Vrije Volk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jahr | 1945 | 1950 | 1955 | 1960 | 1965 | 1970 | 1975 | 1980 | 1985 (*) | 1990 (*) |
Niv. a skouerennoù | 362 500 | 280 000 | 279 636 | 315 064 | 306 915 | 272 500 | 167 400 | 160 530 | 197 130 | 115 730 |
(*) Asambles gant Rotterdams Nieuwsblad
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |