Mont d’an endalc’had

Henri Deterding

Eus Wikipedia
Henri Deterding
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh an Izelvroioù Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHenri Wilhelm August Deterding Kemmañ
Anv-bihanHenri Kemmañ
Anv-familhDeterding Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Ebr 1866 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAmsterdam Kemmañ
Deiziad ar marv4 C'hwe 1939 Kemmañ
Lec'h ar marvSankt Moritz Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherembreger, art collector Kemmañ
Deroù ar prantad labour1882 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1939 Kemmañ

Henri Wilhelm August Deterding KBE (Hon), lesanvet Napoleon ar petrol, ganet d'an 19 a viz Ebrel 1866 e Amsterdam hag aet da Anaon d'ar 4 a viz C'hwevrer 1939 e Saint-Moritz, a oa unan eus kentañ pennoù bras ar Royal Dutch Petroleum Company (Koninklijke Nederlandsche Petroleum Maatschappij). E-pad 36 vloaz (1900–1936) e voe prezidant an embregerezh kenkoulz ha prezidant an embregerezh eoul-zu Royal Dutch/Shell.

Tizhet e oa bet gantañ ar post uhelañ en embregerezh goude marv penn bras ar Royal Dutch, Jean Baptiste August Kessler. Deuet e oa a-benn da gemer penn an embregerezh a-enep John D. Rockefeller, penn ar Standard Oil. Enoret e oa bet gant an Order of British Empire e 1920, evit e labour dezougen dour-tan d'ar gevredidi e-pad ar C'hentañ Brezel-bed.

Kemennadenn da Varcus Samuel gant Deterding en anv ar Royal Dutch Shell e 1907.

Skarzhet e voe eus penn an embregerezh e 1936, ur wech aet da vevañ en Alamagn Nazi ha roet e harp a-grenn da obererezhioù Adolf Hitler.

Diaes eo kaout prouennoù istorel resis eus peur e oa bet bamet Deterling gant an naziegezh ha petra a voe graet gantañ evit harpañ al luskad-se. Betek-henn n'eus prouenn anat ebet e vije bet arc'hantaouet an nazied gantañ[1] Ar pezh a zo sur e 1936 e embann Deterding e c'hoant da vont da vevañ en Alamagn an Trede Reich. Degemeret e voe eno evel un den Stad. Mervel a raio eno e 1939 ha raktal e voe klasket gant an nazied pakañ an embregerezh Shell dre lodennoù Deterding, en aner.[2].

Marvet d'an oad a 72 vloaz, enoret e voe gant an nazied e-pad e obidoù. Lavaret e voe anezhañ e oa "als einen der ersten Vorkämpfer gegen den Weltbolschewismus". ("Evel unan eus ar c'hentañ kampioned enep ar volchevouriezh vedel"). Adolf Hitler en devoa kaset bleunioù evit e obidoù.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) John Donovan Sir Henri Deterding and the Nazi History of Royal Dutch Shell

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]