Hedy West
Hedwig Grace West, anavezet evel Hedy West (1938-2005) a oa ur ganerez stadunanat, genidik eus kreisteiz an Appalachoù, en hanternoz Georgia. 500 Miles, troet e meur a yezh, eo he c'hanaouenn brudetañ.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Cartersville, ur ger e menezioù hanternoz Georgia en 1938. He zad, Don West a oa ur barzh ha sindikadour. Adal he 10 vloaz e krogas da ganañ war al leurennoù.Skoliet e voe er Western Carolina College.
En 1959 ez eas da New York hag e studias sonerezh e Mannes College ha c'hoariva e Columbia University. Pa eruuas ha pa welas ar "Folk Revival" o c'hoarvezout dirak he daoulagad e komprenas e oa ar sonerezh a sone tud an Norzh ar memes sonerezh evel an hini a gleve a-hed he yaouankiz e Georgia. Neuze e krogas da ganañ e kornad New York. Perzh a gemeras e buhez sevenadurel hag en abadennoù Greenwich Village. Kanañ a reas gant Pete Seeger en ur sonadeg e Carnegie Hall. Sinañ a reas ur gevrat e ti Vanguard Records goude kanañ en Indian Neck Folk Festival e miz Mae 1961. Kanañ a reas evit an albom-dastumad New Folks, evit Vanguard, e 1961 ha goude e reas div bladenn hec'h-unan.
E derou ar bloavezhioù 1960 ez eas da chom da Los Angeles ma veze o kanañ ha ma timezas. E 1964 e kanas en Newport Folk Festival. E 1966 e voe gwelet en abadenn skinwel Rainbow Quest, war un dro gant Mississippi John Hurt, a veze kaset en-dro gant Pete Seeger. A-benn neuze e oa krog da vont aliezik da Vro-Saoz. Seiz vloaz e chomas e Londrez.
E 1968 e timezas e Londrez da Pete Myers (1939-1998), a laboure er BBC, ha dizimeziñ prestik goude.
E diskar-amzer 1970 e tistroas da SUA gant he fried all,Joseph, da chom e Stony Brook (New York) hag ur verc'h he doe, anvet Talitha.
Er bloavezhioù 1980 ez eas da chom da Princeton (New Jersey) gant gwaz ha merc'h, ha goude marv Joseph e deroù ar bloavezhioù 1990, da Philadelphia, en Pennsylvania.
Mervel a eure Hedy West gant ar c'hrign-bev e Gouhere 2005[1],[2].
Brud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo he c'hanaouenn 500 Miles, bet berraet gant an holl ganerien war he lerc'h[3]. Adkemeret e voe an ton gant Bobby Bare (a dizhas an Top 10 en 1963) a savas komzoù all diwar-benn ur soudard pell eus ar vro.
Ur ganaouenn all ganti, Cotton Mill GirlFazi arroud : Kod digeriñ </ref>
hep kod serriñ <ref>
- E 1963 : Hedy West accompanying herself on the 5-string banjo, Vanguard VRS-9124 (1963)[4]
- E 1964 : Hedy West, Volume 2, Vanguard VRS-9162 /VSD 79162 (1964)
- An div bladenn en hec'h anv e ti Vanguard ac'h eas d'ober ur CD (gant 2 bezh ouzhpenn) embannet gant Ace Records evel Vanguard Masters VCD 79124 (2012).]
- E ti Topic, e Londrez
- E 1965 :Old Times & Hard Times: Ballads and Songs from the Appalachians, Topic 12T117 (London, 1965); Folk-Legacy FSA-32 (1967),
- adembannet evel Folk-Legacy CD-32 (2004)[5]
- E 1966 : Pretty Saro and other Appalachian Ballads, Topic 12T146
- E 1967 :
- Ballads, Topic 12T163
- Serves 'em Fine, Fontana U.K. STL 5432 (London, 1967)
- E 1974 : Getting Folk Out of the Country, Folk Variety FV12008 / Bear Family BF15008 (1974), Hedy West gant Bill Clifton, adembannet war CD - Bear Family BCD 16754 (2010)[6].
- E 1980 : Love, Hell and Biscuits, Bear Family BF15003
- E 2009 : Three Score and Ten, Topic Records 70 year anniversary boxed set included Little Sadie eus ar bladenn Ballads, kanaouenn niverenn 20 war ar seizhvet CD. (2009)
- E 2011 : Ballads And Songs From The Appalachians, Fellside FECD 241 (2011) - daou CD, adembannadur comprising the three Topic albums
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pennad e The Independant, 2 a viz Eost 2015: [1]
- ↑ Pennad e The Gardian 12 a viz Gwengolo 2005 : [2]
- ↑ 500 Miles kanet gant Hedy West, buaznoc'h ha hiroc'h eget gant ar ganerien all.
- ↑ Ar bladenn
- ↑ Old Times & Hard Times da selaou amañ : www.youtube.com/watch?v=QTLyn30ba80
- ↑ Pladenn 34' 54 hed